Buhez ar Sent/1912/Per Fourier

◄   Naontek merzer Gorkom Per Fourier Elisabeth   ►


Seizvet devez a viz Gouere


SANT PER FOURIER
Person Mattaincourt (1565-1640)



Per Fourier, mignon ar bobl, skouer ar veleien, ar venec’h hag ar bersoned, a c’hanas en Mirecourt, en Bro-Lorren, d’an 30 a viz du 1565.

Da bempzek vla, ec’h eas da skol Pont-a-Mousson ; eno e oe skouer an holl : « Eur c’hrouadur eo, a lavare e vistri ha, nemet hag o pedi e vefe, a ve bepred o studian. »

Da ugent vla, e c’houlennas bezan digemeret e-touez chalonied-menec’h sant Augustin. D’ar 25 a viz c’houevrer 1589, e oe beleget, hag e roas dek vla-all d’ar studi arôk mont e-touez an dud.

Da zaou vla ha tregont, e oe kinniget ter barouz d’ezan ; goulenn a reas mont da Vattaincourt, ar fallan brudet aneze o zer.

D’ar 5 a vezeven 1597, da Zul ar Sakramant, e lavaras, o komz ouz e barousianiz neve, evit ar wech kentan : « Ma bugale, emezan, Doue a ’n em ro d’an dud dindan doareou ar bara, hep klask netra, en dizro, nemet silvidigez ar re hen reseo.

» Evelse, en em roan d’ec’h hirie en de, ha n’eo ket evit kaout enor, nag evit kaout madou eo e teuan en ho touez, mes evit mad hoc’h ineou, a garfen gwelet holl o vont d’ar baradoz, goude ma renkfen koll ma bue. »

Truezus oa doare e barouz, pa oa o tont enni ; eleiz ne deuent d’an oferen nemet eur wech an amzer ; ar zakramanchou ne dostaed ket oute ; ar goueliou n’o mired ket ; ar zuliou a dremened en hostaleriou ; Mattaincourt oa mez ar vro.

An dra-ze ne viras ket ouz Per Fourier d’he c’haret. E barousianiz eo a oa an tostan d’e galon ; o c’haret a rê muioc’h eget e gerent. Eun devez, e vreur hag unan eus e barouz a oa o c’hedal eur vad bennak digantan ; lakat a reas e vreur da dremen an eil : « Gwir eo oc’h ma breur, emezan, hag an tostan d’in herve ar gwad ; mes heman eo ma bugel, bugel ma spered, ha tu a rofen d’ezan da gaout abeg ennon, ma n’hen c’harfen ket muioc’h evidoc’h, ha ma ne lakfen ket anezan da dremen en ho rôk, pa deu d’en em erbedi ouzin. »

Evit digeri an hent betek eneou e barousianiz, en em lakas d’ober d’o c’horfou ar muian vad a c’hallas. Kement gwenneg a deue d’ezan, ne rê nemet eul lamm eus e c’hodel en godel ar beorien ; diou wech er zun o deveze aluzen digantan, ha d’ar zadorn, o deveze bara gwennoc’h, ha tammou kig, zoken, a-benn ar zul. Lakat a rê prenan gwellan tammou a gave er gigerez, evit an dud klanv.

Eun devez ma oa o vont eus e barouz evit eur pennad, e lavaras d’ar mer lakat evez da embann oa e holl vadou d’ar beorien, ha kemer preder d’o rannan etreze, ma teuje d’ezan mervel en hent.

O welet o deveze e barousianiz, pa goueze ar c’holl warneze, mil boan o ’n em zevel, e savas eur c’hef eneb ar c’hollou, hag en doare-ze, e viras ouz eleiz aneze da gouezan en dienez.

Gant ar prosezou,
An neb a c’hone a goll,
Hag an neb a goll a goll an holl.

Per Fournier a lakas en e benn ober eun emgleo evit o diarbenn pe o dibuni prim ha kempenn.

Kement-se ne vire ket outan da labourat, dreist pep tra, evit silvidigez an ineou ; rei a rê d’ar gatoliked e gomzou hag e ouiziegez, d’ar brotestanted e skoueriou hag e bedennou, d’an holl e galon.

Ne roë peuc’h ebet d’ar bec’herien ken n’en deveze gallet o lakat da vale war an hent mat.

Daoust pegement a boan a gemere, unanik bennak a dalc’he koulskoude d’ober skouarn vouzar.

Per Fourier o galve e zenved dianket. Bezan vezo bepred, en pep parouz, unan bennak evelse o stankan o daoulagad ouz ar wirione, hag o klemm goude, war digare ne welont ket skler.

Souezus eo ar boan a gemere gant ar vugale ha gant ar yaouankiz, « ar barouz da zont» ; sevel a reas eun teâtr en e iliz, ha lakat a rê ar bôtred vihan dek, daouzek vla, da brezek diwarnan d’ar barouz a-bez, ken e oa eun dudi gwelet gened ar vugaleach skoulmet ken kaer gant gened ar wirione.

Deski a rê ive d’ar yaouankiz soniou koant ha fur, hag en doare-ze e tôlas d’an traou ar zoniou hudur ha divalo o deus kement a nerz da walan ar sperejou hag ar c’halonou.

Ne oa ket bet pell en Mattaincourt, ha Mattaincourt oa deut da vezan gwellan parouz a oa er vro ; an iliz veze leun-chouk bep sul ; diredek a read, abalamour da gomzou helavar ar beleg santel, evit gwelet al lidou sakr ha klevet ar c’han-iliz. Ti an Otrou Doue a oa deut da vezan ti ar bobl.

Eur rumm tud hepken a gave kerse aboue m’oa deut an ôtrou Fourier ; ar re-ze oa an hostizien. Eleiz aneze a renkas klask eur vicher neve, evit brasan mad an ineou hag ar c’horfou.

Chom heb ober gaou ouz den hag ober vad d’an holl : nemini obesse, omnibus prodesse, oa ger person Mattaincourt, ha ken mat e heuilhe anezan m’oa lezhanvet dre-oll « an Tad mat. »

Eskob Toul a lavare : « Karet a rafen kaout pemp beleg henvel ouz hennez, unan en peb korn eus ma eskopti, hag eun all en kreiz. »

Sevel a reas Urz an Itron-Varia, evit ar merc’hed a gare gwestlan o bue da skola ar vugale ; kalz a wellaas ive Urz chalonied sant Augustin. Miret a reas ouz e vro da gouezan dindan galloud rouaned Frans, pa glaske Richelieu he gonid, hag abalamour da ze, e renkas tec’hel diouz e barouz, hag e varvas en Gray, elec’h m’oa en em dennet, d’an 9 a viz kerdu 1640.

Chalonied-menec’h sant Augustin Pont-a-Mousson a glaskas kaout relegou an hini a oa bet o jeneral ; tud Gray a vire ; prosez a zigoras ; roue ar Spagn a roas ar gonid d’ar venec’h, ha setu i en hent gant o zenzor ; nemet ar galon, koulskoude, a chomas gant Grayiz, evit o zrugarekât eus an digemer mat o devoa grêt d’ar zant, epad e vlaveziou divezan. Digouezout a rejont en Mattaincourt, hag ar c’horf a oe kaset d’an iliz da dremen an noz. En devez war-lerc’h, pa oe ar c’houlz da vont da Bont-a-Mousson, Mattaincourtiz a viras a-grenn ouz korf o ferson koz da vont eus o iliz.

Ha setu prosez adarre !

Duk Lorren, evel roue ar Spagn, a roas ar gonid d’ar chalonied. Gwazed Mattaincourt a blegas da urz o mestr, mes ar merc’hed hag ar vugale a ’n em dôlas a vil-vern endro d’an arched, ha kaer a oe êsa, den n’hallas diframman digante relegou o fastor muian-karet.

War be Per Fourier e c’hoarvezas eun niver bras a viraklou, ha d’ar 27 a viz mae 1897, Leon XIII a lakas e hano war roll ar zent.

————


BOKED


Gonid eun ene da Zoue a dalv muioc’h eget kroui eur bed a-bez.

Sant Per Fourier


  NODES
Note 1