Buhez ar Sent/1912/Per Nolask

◄   Ar Familh Zantel Per Nolask Amzer ar Septuajezim   ►


Kentan devez ha tregont a viz Genver


SANT PER NOLASK
Diazezour Urz Leaned I. V. Drugare (1189-1256)



Per Nolask a ziskenne eus noblanz vras Kastelnaudary. Genel a reas er bla 1189. A vihanik oa troet kalz da gemer true ouz an dud reuzeudik, ha d’ober d’eze ar vad a c’helle. Da bemzek vla, e kollas e dad. Endro d’eur bla warn-ugent, ec’h eas d’ar brezel eneb an Albijiz, heretiked hag a boble kreiste ar Frans, hag a oa lezhanvet evelse, abalamour m’o devoa gonezet kêr Albi, ha ma rent anezi o c’hêr-benn.

O c’helennadurez a oa eun dismantr evit ar fe hag ar rouanteleziou. Ar veleien ne gomzent ket ken uhel ha ma tlejent bezan grêt, ha haderien ar gaou o devoa kemeret hardiegez. Prezek a rent e oa pec’hed dimezi ha kaout bugale ; n’eman ket en galloud an den tec’hel diouz an droug ; n’o deus gwir ebet pennou ar vro da lakat eun den d’ar maro ; e tle Iliz Rom bezan diskaret. Eleiz a zorc’hennou-all ken dibenn pe dibennoc’h a oa c’hoaz en o c’hredo hag a embannent dre ar vro, oc’h ober hent d’eze dre an dir hag an tan. Ar pab Innosant III a gasas d’eze, evit o gonid dre gaer, Per Kastelnau. Mes elec’h ober d’ar c’hannad-ze an digemer a oa dleet, an Albijiz hel lazas (1208). Er blavez war-lerc’h, war c’houlenn ar pab, e oe savet eun arme da vont d’eze, ha Simon Montfort, eun dijentil breizad, a oe laket en he fenn. En Muret, (1213) gant mil den, e roas lamm da 40.000 heretik, hag 20.000 aneze a chômas war dachen ar brezel.

Etouez ar re varo e oa Per, roue Aragon ; e vab Jemz, eur pôtrig c’houec’h vla, a oe grêt prizonier. Dindan jeneral ar gatoliked e oa Per Nolask, eun dijentil pevar bla warn-ugent, a stourmas evel eul leon. Simon Montfort, evit diskouez ec’h anaveze e dalvoudegez, a gargas anezan da gelenn ha da zevel ar prinz Jemz, ha da vont gantan d’ar Spagn. Epad an dek vla a dremenas en lez rouaned Aragon, Per a vevas evel eur manac’h : diou heur bemde ha diou heur bep noz e veze o pedi.

En amzer-ze, ar Vorianed a rede ar Spagn hag ar moriou tro-war-dro, ha ne laerent nemet ar pez a c’hallent. Per Nolask, war ali ar Werc’hez, ha gant skoazel ar roue Jemz ha hini Raymond Pennafort, e govezour, a ziazezas (1223) Urz leaned Itron-Varia Drugare, a oa o c’harg dasprenan an dudigou kez kouezet etre daouarn ar Vorianed.

Ouspen an tri le, a zentidigez, a baourente hag a c’hlanded a ra an holl venec’h, an Dasprenerien a rê al le da rei o danve ha d’en em rei o-unan, ouz red, evit terri chadennou ar brizonerien.

Souezus eo ar vad o deus grêt menec’h Itron-Varia Drugare. Adalek ar bla 1223 betek ar bla 1800, o deus diframmet eus adre krabanou al laeron-tud, 1.200.000 sklavour kristen. O lakat eo bet koustet d’eze dasprenan pep den, 2000 skoed, well-waz, e weler o deus renket kestal, a zor da zor, 7 milliar daou-c’hant million evit dont a benn eus o zôl.

Sant Loeiz, roue Frans, a skrivas meur a wech da zant Per Nolask, da c’hourc’hemenn e rouantelez d’e bedennou. Pa oa o vont d’an douar santel, da stourm ouz ar Vuzulmaned, e pedas anezan da zont d’e heul. Per an evoa c’hoant da vont, mes ar c’hlenved a viras outan. Mervel a reas de Nedeleg 1256, en e zeizvet bla ha tri-ugent, en Barselona, elec’h ma virer e relegou.

————


KENTEL


An Drugare


Hon Zalver Jezuz-Krist an eus lavaret : Date et dabitur vobîs. Roët hag e vezo roët d’ac’h. Ar garante a ve diskouezet en kenver Doue, dre ar vad a rêr d’an nesan. An drugare eo ar garante en kenver an dud a zo truezus o doare.

Pa weler Jezuz-Krist er paour a astenn d’imp an dorn, penôs chom hep rei d’ezan e c’houlenn ? Bezan zo sent hag o deus bet gwerzet o holl feadra da rei d’ar beorien ; re-all a zo bet et pelloc’h ; goude bezan gwerzet ha roët o feadra, int en em roët o-unan.

An hini a ra kement-se, evel ar zant a reomp e ouel en de a hirie, eo barr e galon gant an drugare. Rei d’ar paour eus ar pez hon deus a re evit bevan, a zo kaer ; rei d’ar paour eus ar pez a zo red d’imp kaout evit bevan, a zo kaeroc’h ; en em rei an unan eo ar c’haeran.

Au dud a ya a-bell da gas anaoudegez ha karante Jezuz-Krist, a ro hag en em ro. Ne c’houlenner ket ganimp holl bezan ken kalonek-ze ; koulskoude, arabad d’imp ankouât e vezo Doue trugarezus en hon c’henver, herve ma vefomp bet trugarezus en kenver hon nesan.

Roomp eta da gorf hon nesan ar bara hag an dilhad an eus ezom ; eur gwenneg bennak, zoken, beb an amzer : ar paour an eus kement a ezommou, kement a ziankachou !

Roomp da spered hon nesan ar pez m’omp goest da rei. Tenzor an deskadurez, n’eo ket eun dra hag hon defe urz da viret evidomp hon-unan. Roomp da ene hon nesan aluzen hon c’homzou, hon skoueriou, hon oberou mat ! Rei d’ar paour a zo prestan da Zoue !


  NODES
Note 1