Buhez ar Sent/1912/Per ha Pôl, ebestel

◄   Leon II Per ha Pôl Pôl, abostol ar baganed   ►

Per ha Pôl


Navet devez warn-ugent a Vezeven


Merzerenti an daou Abostol Per ha Pôl


O Rom eürus, ken kaer out ruziet gant
gwad prinsed an Ebestel, ma n’eus gened
ebet war an douar par d’az hini.


Per ha Pôl eo a zigasas ar c’helou mat da Rom ; hag eus mestrez ar gaou ma oa betek neuze, e rejont anezi mignonez ar wirione.

Per a ’n em gavas enni er bla 42, hag a stagas dioustu da c’honid ineou da Jezuz-Krist.

Judevien Sezare, o vezan kaset Pôl d’al lez-varn, heman a c’houlennas ma vije kaset e afer da Rom, dirak an impalaer, hag en doare-ze en em gavas, d’e dro, en kêr-benn ar bed, er bla 62. Gonid a reas e brosez ha rei a reas an dorn da zant Per da gas e-touez ar Romaned anaoudegez ha karante Jezuz-Krist.

D’an 19 a viz gouere 64, eun tan gwall spontus a grogas en Rom, a badas nao devez hag a devas dek karter war bevarzek a oa en kêr. An impalaer Neron a lavared eo en devoa grêt an tol, evit ma vije savet d’ezan, war dismantrou ar gêr goz, eur gêr neve skedusoc’h.

Bec’h a zavas warnan ; o welet e oa o vont da vezan tapet, e tamallas ar Judevien. Ar re-man, d’o zro, a stlapas ar zam war ar gristenien, hag en doare-ze e tirollas ar brezel kentan en o eneb.

Darn a veze gwriet krec’hen loened warneze, ha tôlet d’ar chas da zrailhan, darn-all a veze staget ouz ar groaz ; darn-all, goloët a beg, a veze laket an tân enne da sklerijennan liorzou an impalaer epad an noz.

O maro a zoueze ar baganed, evel m’hen gwelomp dre eur pennad lizer skrivet gant an doktor Senek, unan aneze, a lavare d’eur mignon d’ezan gouzanv e glenved gant pasianted : « Rak, emezan, petra eo ar c’hlenved-ze, en kichen an tân, ar marc’h koat, al laonennou ruziet laket war ar gouliou o parean, evit o neveât hag o dônaat. En kreiz ar poaniou-ze, unan bennak n’en deus ket klemmet, nebeut eo an dra-ze ; n’en deus ket pedet, nebeut eo an dra-ze. Mousc’hoarzin en deus grêt, ha mousc’hoarzin a galon vat. »

Senek en devoa gwelet tud o vervel, mes n’en devoa ket gwelet a dud o vervel, evel ma varve ar verzerien.

Per ha Pôl, prinsed an Iliz, a oe laket d’ar maro er mêmes devez, d’an 20 a vezeven 67.

Per a oe staget ouz ar groaz hag a c’houlennas ma vije laket e benn d’an traou.

Pôl a oe dibennet.

Korf sant Per a oe sebeliet en harz tosen ar Vatikan ; hini sant Pôl war hent Osti. Konstantin, ar c’hentan impalaer kristen, a reas sevel ilizou kaer war o beziou.

————


KENTEL


Petra rêr ouz ar Pab


Ar pab eo an den a gomzer ar muian anezan war an douar.

Ar pab eo an den e komzer ar muian outan war an douar.

Ar pab eo an den a zo karet ar muian war an douar.

Ar pab eo an den a zo kasaet ar muian war an douar.

Da gentan, ar pab eo an den a gomzer ar muian anezan war an douar.

An holl a gomz eus ar pab, ar re a zent outan hag ar re ne reont ket ; holl e komzont anezan. Komz a rêr anezan en ilizou, en tachennou, en tiegeziou, en Kamprou kannaded ar vro, er c’hazetennou, dre-oll ; kement komz a goue eus e c’henou a ve dastumet hag embannet ; kement skrid a goue eus e bluen a ve moulet hag embannet : ar pab eo an den a gomzer ar muian anezan war au douar.

Ar pab eo an den e komzer ar muian outan.

Nag a dud a ya d’e welet ! Bemde ha bemde eman o tigemer unan pe unan ; kristenien a deu d’e gaout dre zevosion, ha paganed o deve c’hoant d’ober anaoudegez hag emgleo gant an den burzudus mac’h eo.

Pa ro eur Jubile, n’eo ket a vilierou eo e konter an dud a ya d’e welet, a gant milieriou eo : er bla 1900, 500.000 den a yeas da bardonan da Rom.

Nag a dud ha, hep mont da welet ar pab, a skriv d’ezan !

Roue an Itali, hag en deus kredet diazezan e drôn e-tal e hini, a ’n em gav bemde gantan, war-dro 4 pe 500 lizer ; prezidant ar Republik en Frans, ’tre 500 ha 600 ; impalaer an Alamagn, ’tre 600 ha 700 ; impalaer ar Rusi, ’tre 900 ha 1.000 ; roue Bro-Zôz, ’tre 3 000 ha 5.000 ; pell emaint holl war-lerc’h ar pab, a ’n em gav gantan, well-waz, bemde, ’tre 20.000 ha 25.000 lizer. Ar pab eo an den e komzer ar muian outan war an douar.

Ar pab eo an den a zo karet ar muian war an douar. « An neb am c’har a vir ma gourc’hemennou, » a lavare Jezuz-Krist. Mat, gourc’hemennou piou war an douar a zo heuilhet evel re ar pab ? Ha heuilhet int, n’eo ket dre aon, mes dre garante.

Breman zo 50 vla, pa oe gwall-gaset ar pab en Rom, nag a bôtred yaouank a yeas eus ar vro-man hag a roas laouen o gwad evit e zifenn ! Kastelfidardo, Ankon ha Mentana [1] a zo hanoiou hag a bado keit hag ar bed, hag e-touez ar re a zo dizroet eus ar brezeliou-ze, hag a zo c’hoaz beo en de a hirie, daoust ha bez’ ez eus unan aneze goest da glevet hano ar pab, hep ma vervfe ar gwad en e galon, ha hep ma tarzfe an daerou en e zaoulagad ? Nan, n’eus ket unan.

Pegouls e ve êsoc’h ober tro an iliz eget pa vezer o kestal evit Diner Sant Per ? An holl, bras ha bihan, a ro laouen neuze ar pezig a c’hellont da ziouered evit sikour ar pab da gas e labour endro dre ar bed.

Ar pab eo an den a zo karet ar muian war an douar. Perak ? Abalamour m’eo an tad : papa, an Tad Santel. Perak c’hoaz ?

Setu aman. Eun de, eun eskob eus hon bro, an ôtrou de Segur, a yeas da Rom, hag epad an nebeut deiou a dremenas er gêr zantel-ze, e c’hoarvezas gantan mont d’ober eur bale war ar mêz, hag e kavas war e hent eur pôtr bihan o vesât e loened ; hag an ôtrou ’n Eskob, evit gwelet peseurt deskadurez en devoa ar c’hrouadur-ze war e relijion, ha goulenn digantan : « Lavar d’in ’ta, mabig. petra eo ar pab ? » — « Ar pab, ôtrou, eme, kerkent, ar bugel, dizolo e benn ha ken dinec’h ha tra, ar pab eo Jezuz-Krist war an douar. » Re wir oa respont ar bugel-ze.

Ya, ar pab eo Jezuz-Krist war an douar ; ha setu perak eo karet evel mac’h eo, ha setu perak ive eo kasaet evel mac’h eo.

Ar pab a zo kasaet. Komz a renk, pa wel ar gaou kemeret evit ar gwir, an droug evit ar vad ; komz a renk, ha ne rafe ket e zever o chom sioul, rak tu a rofe d’ar gaou ha d’an droug d’en em astenn ;

  1. Kastelfidardo. 18 a viz gwengolo 1860 : Ankon. 30 a viz gwengolo 1860 ; Montana, 3 a viz du 1867.
  NODES
Note 1