Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/70

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Diou wech hiroc’h e gleoñ ’vitañ ;
Pouez e c’hoaf ’ya d’hen divarc’hañ ;
Fent ’n e ’n evned ous e welet
Chouezi, c’houeza gant bec’h e skoet !

— Hore ! hore ! ’me ’r pautr iskwit,
Me dalvo ar c’homziou-mañ d’it !
Mar deo ledan ma zirenn-me,
Ma diwall ’rai gwelloc’h aze :
An denig-ma war e varc’h bras
’Zisko d’it hag heñ zo eur goas ;
Gant e hir-gleze, e vrec’h verr
’Zisko d’it hag hi zo ponner ! —

Ar ronf euzik, dal ma klevas,
’N eus gorroet e oall benbas ;
Fraonwal spontus ’ ra ’n aer, pa zarc’h…
Roland a dro buhan e varc’h


  NODES
Note 1