Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/71

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ken n’ema ket gantañ tizet,
Hag e c’hoaf d’ezañ ’n eus stlapet.
Sioas ! ar goaf endro a lam
Diwar ar skoed lugernus flam !

Roland gant e zaou zorn neuze
A grogas-peg en e gleze ;
Ar ronfl e hini ’n eus klasket,
’Met prim aoalc’h ne reas ket :
Gant ar pautrig eo troc’het ned
E zorn kleiz d’añ dindan e skoed ;
E zorn kleiz d’añ dindan e skoed,
Ma kouezont d’an douar kevred.

Hennes a oa d’ar ronfl eur c’holl,
E zorn hag e skoed war eun taul !
Ha c’hoas, e ziouer ar goasañ,
Ar maen ’roe lorc’h ha nerz d’añ !


  NODES
Note 1