Pajenn:Helies Heritourien Biel al Liardou.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ploc’h ? E peleac’h out-te bet o teski an dereadurez da viana ? (da Olier). Deuz ac’haleze, Olier, beteg ti ar barner, kentoc’h a ze e vezimp distro.

Olier (en eur vont kuit)

Pebez tortat a raimp, hein, breur ?

―――


NAVED DIVIZ
Jermen (e-unan)

Ia, kerzit beteg ti an Aotrou Valentin, daou zen divergount ma zoc’h, ha distroït ganthan en aviz lipa kement tra zo ama. Gwelet a vo neuze piou hen devezo tro da c’hoarzin. — Brema e zan da gaout va mestr, evit her c’helen var ar pez a zo tremenet, gant aon n’hen deffe ket gellet heulia an abaden pen da ben. Petra sonjo ? petra lavaro ? O la la ! Mall am euz d’her gouzout!

(Ar ridoj a goez d’an douar).
―――o―――


TREDE ARVEST


(An theatre a zo evel an eil Arvest)

――――――


KENTA DIVIZ
Anton (araok entreal)

Entreit ta, m’ar plij, aotrou barner !

Valentin

Petra benag ma n’ema ket va c’hear ama, e sentan ouzid. Mont a ran eta da genta en ti… (Valentin, gant Anton hag Olier var he lerc’h a veler o tont var an theatr).

  NODES
Note 1