Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/129

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 C’houevrer
129
sant raymond pennafort

————


KENTEL


An lliz he deus gwir d’ober lezennou


An lliz a zo eur sosiete savet evit kas dre ar bed anaoudegez ha karante Jezuz-Krist. Ar sosiete-ze n’hallfe ket padout, anez ma zo unan en he fenn an eus galloud d’ober lezennou evit digemer ar re a deu ebarz, hag evit teuler, ouz red, hiniennou er-mêz.

Rouanteleziou an douar o deus o lezennourien, o lezennou hag o lez-varniou ; an lliz he deus he lezennourien, he lezennou hag he lez-varniou. Galloud he deus war gement a zell, a-bell pe a-dost, ouz ar relijion.

Ar gwir-ze a zo bet roët d’ezi gant Doue, pa ’n eus Jezuz-Krist roët d’e ebestel e c’halloud war an holl dud, an holl broiou hag an holl amzeriou. Ni, kristenien, a dle senti ouz lezennou an lliz a zo santel bepred, elec’h lezennou ar vro, a-wechou, a zo eur pec’hed bras senti oute ; a zo êz da heuih, rak an lliz a zo eur vamm vat ha na laka ket war diskoa he bugale eur zamm a vefe dreist o galloud.

Ma ne zentomp ket ouz an lliz, ouz piou her grafomp ? An lliz eo Doue war an douar ; ne gastiz ket ar re a zizent outi, mes Doue hen greio, abred pe zivezat, er bed-man pe er bed-all.




Pempzekvet devez a viz C’houevrer


An den eürus Jourdan ar Sax
Eil Jeneral Urz sant Dominik (1190-1237)



Jourdan Ebernstein a c’hanas en Bocherg, er Westphali, er bla 1190. E dud, uhel dre o hano ha dister dre o danve, a reas e skola en Alamagn, da gentan, hag hen c’hasas goude da beur-ober e studi da Bariz. Skolaer yaouank en eur gêr vras, Jourdan a ouveas tremen e amzer, hep stagan e galon ouz netra goest da goll d’ezan e zantelez. Striz meurbed e oa an urz gantan, zoken. E c’hiz oa mont bemde d’an iliz, kenkoulz evit an ofis-noz ’vel evit an ofis-de. E c’hiz oa ive rei aluzen da gement paour a astenne d’ezan e zorn da c’houlenn eun dra bennak, en han’ Doue.

Eun nozvez ma oa o vont d’ar pellgent, e kavas eun den war e hent a c’houlennas digantan eun draïg bennak. Ar skolaer yaouank, gant aon da vezan re zivezat, an evoa gwisket e zilhad d’ar red, ha ne oa ket digouezet gantan kemer e yalc’h. Ne oa gwenneg ebet eta warne-

  NODES
Note 1