Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/430

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
430
10 Mezeven
santez mac'harit

Dleour omp da Zoue an Tad da vezan hon c’hrouet hag hon laket da c’henel en eur vro gristen, da vezan badezet.

Gloar eta ha meuleudi d’an Tad. Gloria Patri.

Gloar ive d’ar Mab da vezan hon c’haret betek skuilh e wad evit hon dasprenan ; gloar ive d’ar Mab da vezan lezet ganimp an Iliz, d’hon ren war hent ar vue betek porz ar baradoz. Gloria Filio.

Gloar ive d’ar Spered-Glan, kemend-all a aked a gemer gant hon zilvidigez. Ma stign an drouk-spered e lasou evit hon c’holl, ar Spered-Glan a stign ive e re evit hon sovetât ; gloar eta d’ezan. Gloria Spiritui sancto.

Gloar da bep-hini aneze, ha gloar d’eze o zri en unan, evel ma oa er penn kentan, m’eo breman, ha ma vezo bepred, eus an eil kantved d’egile. Sicut erat, in principio, et nunc, et semper, et in sœcula sœculorum. Amen.




Unnekvet devez a Vezeven


SANT BARNABAS
Abostol ha Merzer (61)



Barnabas, Joseph eus e hano kentan, a oa eur judeo, a ouenn Levi, hag a c’hanas en enezen Chypr. E dud o vezan pinvidik bras, a gasas anezan d’ar skol da Jeruzalem, gant Gamaliel, brudetan kelenner a oa en amzer-ze. Eno e reas anaoudegez gant Saul ha gant Stephan.

O klevet Jezuz o rei e gelennadurez, hag o welet ar burzudou a rê d’he harpan, e kredas e oa ar Zalver, hag en em lakas en renk e ziskibien.

D’ar Pantekost, ar Spered-Glan a ziskennas warnezan evel war an diskibien-all. Bezan a oe ar c’hentan da werzan e vadou, ha da zigas ar pez en devoa bet evite da zant Per. Adalek an de-ze, prins an Ebestel en devoe eur garante vras evitan hag hen hanvas Barnabas, da lavaret eo, « Mab ar frealzidigez, » abalamour n’en devoa ket e bar da louzaoui ar c’halonou gouliet.

Eun den oa, eme ar Skritur-Zakr, hag a oa leun eus ar Spered-Santel.

Sant Pol o vezan bet gonezet d’ar fe, d’e dro, a c’hoantaas mont da Jeruzalem da welet sant Per. Kaout a reas eno sant Barnabas, e gamarad-skol gwechall, ha heman e gasas da di sant Per ha da di sant Jakez.

  NODES
Note 1