Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/456

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
456
21 Mezeven
sant loeiz gonzag

varo. Gregor XV a lakas e hano war roll an dud eürus, d’an 2 a viz here 1621 ; markizez Kastiglione a veve c’hoaz d’ar mare, hag a c’hallas pedi dirak relegou he mab, savet war an ôter.

Beneat XIII hen lakas war roll ar zent, er bla 1726.




SANT MEWEN


En hon bro, e rêr hirie ive gouel sant Mewen, a c’hanas en Bro-Geumru, war-dro ar bla 520, hag a ziskennas en Bro-Arvor, da heul sant Samson, er bla 550.

Sevel a reas manati Gaël, en kreiz koad Bresilien ; eno e varvas, en e gant vla, hag eno ive e oe sebeliet.

Miraklou bras a c’hoarvezas e-tal e ve, hag a ziskouezas brasder e c’halloud dirak Doue.

Sant-Neven, en eskopti Leon, Tremeven, Ploeven ha Gwilligomarc’h, en eskopti Kerne, o deus e gemeret da batron.

————


KENTEL


Furnez ha yaouankiz


Ar c’horf en deus ezom da vezan maget alïes, ha pa ve oc’h ober e gresk, en deus ezom da vezan maget gwelloc’h.

Evit an ene eo henvel, hag eun den yaouank hag a fell d’ezan ren gant furnez e yaouankiz, a dle kemer ar pleg mat da gommunian, kouls lavaret, ken alïes ha bep sun [1].

Lavaret a raio marteze : « Mes n’on ket din d’ober an dra-ze ! »

— Ar zent n’int ket din, an ele n’int ket din ; nan, n’oc’h ket din, rak n’eus nemet Doue hag a vefe din da dostât ouz Doue, mes n’eo ket abalamour m’oc’h din eo e lavar Doue d’ec’h tostât ouz e dôl : abalamour m’ho peus ezom eo ! Kommunian rêr evit kaout bue Doue : seul-nebeutoc’h ho peus anezi, ha seul-muioc’h a ezom ho peus eta da gommunian.

« Muioc’h a zevosion am bezo, ma n’an ket alïes ! »

— An neb a chom pell hep dibri, a zebr gant muioc’h a brez ; mes ne ra ket kement a vad e voed d’ezan evel ma ra d’an hini a gemer e bred d’an heur. « N’ho pezo ket muioc’h a zevosion, eme sant Fransez a Zal, rak ne rêr mat nemet ar pez a rêr alïes. »

« Me ne wellaan ket ! »

— Ar c’hrouadur a zebr bara bemde, ha ne deu ket, en eun devez, da vezan eur gwaz.

Hoc’h ene, kennebeut, ne deuio ket bue Doue da vezan krenv ennan en eun tôl.

Kredet ac’hanon ; n’eus den yaouank ebet, etre seitek hag ugent vla, goest da vale war hent striz ar vue, glan e lagad, eün e zell, seder e dâl, ma ne dosta ket alïes ouz tôl ar Zakramant, rak d’an oad-ze, an techou a darz en kalon an den o deus kement a nerz, ma n’eus nemet korf ha gwad Hon Zalver Jezuz-Krist goest da zont a ben aneze.

  1. En amzer gentan an Iliz, an holl gristenien a gommunie beb oferen a glevent.
  NODES
Note 1