Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/477

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 Gouere
477
an itron-varia wir-zikour


Kentan devez a viz Gouere


An Itron-Varia Wir-Zikour


Itron-Varia Wir-Zikour
Itron-Varia Wir-Zikour


Gwechall [1] e oa en Gwengamp eur vreuriez hanvet ar Vreuriez wenn, evit stagan, dre ar garante, an dud a bep renk, da lavaret eo, an dud a iliz, an noblanz hag ar bobl.

Eur banniel o devoa, ha warni eur fun a der neuden, gant ar geriou-man dindan : « Fun tri neud a zo diês da derri. »

Ar Vreuriez wenn he devoa ive eur batronez hag a oa ar Werc’hez, hag eur gouel bras d’an eil devez a viz gouere. En devez-ze, e veze induljansou da c’honid evit kement hini a bede en iliz ar Vreuriez, ar pez a zigase eno eleiz a dud diwar-dro.

Gant an amzer, e kreskas niver ar belerined, ha breman, da ze ar pardon, a ’n em gav d’ar zadorn arôk ar zul kentan a viz gouere, e rêr bep bla, en noz, eur prosesion hag a weler ennan ouspen dek mil pardoner, peb a c’holo gante, o vont dre ruiou kêr, en eur ganan meuleudiou an Itron-Varia Wir-Zikour.

Er bla 1857, Hon Tad Santel ar Pab Pi IX, evit kreski an devosion en kenver Patro-

  1. An A. Chatton, Levr Bugale Mari.
  NODES
chat 1
Note 1