Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/588

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
588
19 Eost
sant loeiz


Naontekvet devez a viz Eost


SANT LOEIZ
Eskob Toulous (1274-1297)



Loeiz, mab da Jarlez II, roue Napl ha Sisil, ha da Vari, merc’h Stephan V, roue ar Hongri, a oa niz-bihan, dre e dad, da zant Loeiz, roue Frans, ha niz, dre e vamm, da zantez Elisabeth ar Hongri.

Ne oa c’hoaz nemet eur bugel, hag e vrasan dudi oa mont da welet an ilizou, klevet hano eus a Zoue, gourvez en harz e wele, kastizan e gorf ha rei aluzen d’ar paour.

Da bevarzek vla, ec’h eas da Varselon, gant daou eus e vreudeur, da gemer plas o zad, a oa dalc’het er prizon gant Per III, roue an Aragon.

Eno e chomas seiz vla.

Epad an amzer-ze, daoust pegen tost e veze dalc’het d’ezan, n’en em glemmas ket eur wech ; e garante evit Doue hag e nesan hag e c’hlanded a gorf hag a ene a vleunias eno, evel al lili hag ar roz e-touez an drein hag ar spern.

Daou vanac’h eus a Urz sant Fransez a veze gantan dalc’h-mat, hag a gelenne anezan war ar skianchou sakr. Epad eur gwall glenved an evoe e roas e c’her da Zoue da vont en Urz sant Fransez ma roje d’ezan ar yec’hed. Ar pareans a deuas hag e chadennou a gouezas ; e gentan preder a oe klask an tu da heuilh e bromese.

Hogen, er mare-ze, e vreur henan a deuas da vervel ; kurunen Napl a deue d’ezan dre wir ; mes he rei a reas da Robert, e vreur yaouankan.

Gant ôtre Bonifas VIII, e oe beleget da zaou vla warn-ugent ha hanvet raktal da eskok en Toulous. Arôk mont d’e eskopti, e tremenas dre vanati Ara-Caeli, hag e wiskas eno saë sant Fransez.

Eur wech en e eskopti, ne gemeras preder gant netra, nemet gant silvidigez an eneou. An darn vihanan eus e vadou a vire evit ezommou e di, hag an darn vrasan a roë d’an ilizou ha d’ar beorien.

Bemde e roë lein da bemp warn-ugent aneze, hag o serviji a rê ouz tol, gant kement a zoujanz hag en dije laket da zerviji Jezuz-Krist e-unan.

Evesât a rê war an holl, ha netra n’halle e lakat da fallgaloni. Eun devez, o tremen dre ar ru en Toulous, e klevas e oa eur glanvourez o c’hedal bezan kovesaet ; dis-

  NODES
Note 1