Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/618

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
618
2 Gwengolo
sant stephan

dikan en enor da batronez e vro, hag en iliz-ze eo e ve sakret ha sebeliet, abaoue, holl bennou kurunet ar Hongri. Manatiou hag ilizou a zavas ive en Rom, en Jeruzalem hag en Konstantinopl.

E garante evit ar beorien, an intanvezed hag an emzivaded a oa dispar. Den n’ee diwar e dro, na tenval e benn, na goullo e zaouarn. Alïes awalc’h, p’en deveze eur goulenn bras bennak d’ober ouz an Otrou Doue, e lake rei aluzen, en e hano, d’an holl dud ezommek eus e rouantelez.

An nozveziou arôk ma tlee kommunian a dremene en iliz o pedi, hag e bedennou a veze ken c’houek, ma oe gwelet, eun devez, an Ele ouz e zibradan diouz an douar, a greiz ma oa e spered beuzet en Doue.

Dimezi a reas da Jizel, c’hoar sant Herri, roue ar Jermani, ha bezan en devoe eleiz a vugale, mes holl e varvjont yaouank. Ar c’hosan aneze, e hano Emerik, a oa eur zant evel e dad. Mervel a reas en barr e yaouankiz. Stephan a oe neuze treuzet e galon gant eur c’hleze a c’hlac’har. Koulskoude e plegas da volonte an Otrou Doue.

Mervel a reas e-unan, goude eur c’hlenved hirr, da genver gouel Maria-Hanter-Eost, en devoa laket lezhanvan, en e rouantelez, devez an Itron vras. Ar miraklou a c’hoarvezas war e ve a embannas e zantelez. Beneat IX a lakas e hano e-touez ar zent, hag Innosant XI a gemennas ober e ouel d’an eil a viz gwengolo.

————


BOKED


Seul-vui ma labourer evit Doue, seul êsoc’h a ze e stager d’al labour.

Goude Doue, ma holl fizianz a zo en Mamm Doue.

Sant Bernard.




Trede devez a viz Gwengolo


SANT FIAKR
Patron ar Jardinerien (VIIet kantved)



Fiakr, ginidik eus an Iverzon, a dec’has eus e vro, en kreiz e yaouankiz, hag a deuas gant eun nebeut mignoned da gaout sant Faron, eskob Meaux, da c’houlean digantan eul lec’h distro d’ober pinijen. An eskob santel a gasas an divroad yaouank en eur c’hoad en devoa, diou leo bennak diouz Meaux.

  NODES
Note 1