Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/714

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
714
15 Here
santez thereza

————


KENTEL


Kenteliou santez Thereza


— Komzet nebeut, dreist-oll, pa vefet en kompagnunez vras.

— Bezet laouen gant ar re a zo el laouenedigez ; kemeret peurz en glac’har an dud glac’haret, evit o gonid holl da Jezuz-Krist.

— Na lavaret kammed vad ac’hanoc’h hoc’h-unan, nag eus ho spered, nag eus ho tanve, nag eus ho ligne.. dalc’het sonj hoc’h eus bet an holl dreo-ze digant Doue.

— Gret pep tra evel pa vije Doue test eus hoc’h oberou ; arabad drouk-prezek na selaou ar re-all o trouk-prezek.

— Arabad eo d’ec’h gourdrouz epad ma vezo droug ennoc’h, gortozet ma vezo tremenet ho kouad.

— Sonjet n’eus nemet eun ene da goll pe da c’hounit, ne varvfet nemet eur wech, eo berr ho pue, hag e teu, d’he heul, eun eternite a boan pe a joa.




C’houezekvet devez a viz Here


Sant Jerard Majella
1726 - 1755


Sant Jerard Majella
Sant Jerard Majella


J erard-Mari Majella a deuas er bed d’ar c’houec’h a viz ebrel 1726, en Muro, ugent leo diouz Napl.

E dad a oa kemener.

Adalek e vlaveziou kentan, plijadur Jerard oa bezan oc’h ober ôteriou bihan hag o tesrevel lidou an Iliz. En kichen Muro eman chapel Kapotignano, elec’h mac’h enorer eur skeuden eus an Itron-Varia, ar Mabig Jezuz ganti war he brec’h. Da bemp bla, Jerard a yeas di eun devez, ha kerkent ha ma oa daoulinet, ar Mabig Jezuz a ziskennas diwar brec’h

  NODES
Note 1