Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/731

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 Here
731
santez hedwij

ha goude he maro, Doue a ziskouezas pegement e kare he zervijerez. Dont a reas, d’ar 15 a viz here 1243, da rei d’ezi ar gurunen he devoa gonezet dre he zantelez. He c’horf a oe beziet en kouent Trebnitz, ha tri bla warn-ugent goude he maro, er bla 1266, Klemant IV a lakas he hano war roll ar zent. He c’henvroïz eus ar Pologn o deus kemeret anezi evit o fatronez.

————


KENTEL


Disparti ar maro a zo berr


War maro he fried ha hini he mab, Hedwij a oe poaniet he c’halon ; mes ne skuilhas ket a zaerou, ne ziskouezas ket eur glac’har dreist-muzul ; chom a reas habask dirak ar boan. Ne wele nemet dorn Doue en kement a c’hoarveze ganti ha gant he zud nesan. Eun nerz-kalon ken dispar n’halle dont d’ezi nemet eus he doujanz hag eus he c’harante birvidik evit Mestr bras pep tra, eus ar zonj bepred beo en he spered eus eürusted ar bed-all ha breskadurez an holl dreo krouet.

N’eo ket pec’hed, koulskoude, gouelan war maro hon c’herent hag hon mignoned ; mes arabad gouelan evel an dud ha n’o deus mui a esperanz d’en em welet. An dud a gollomp evit ar bed-man a gavfomp en tu-all.

War he zremenvan, eur vamm gristen, o welet ar c’houec’h krouadur a leze war he lerc’h beuzet en o daerou, en harz he gwele, a lavaras d’eze : « Ma bugaligou, na ouelet ket ; eur pennadik amzer hepken e chomfet war ma lerc’h ; mes ne vefomp ket pell dispartiet ; ar vue zo berr, ne zalefet ket da zont ive d’al lec’h mac’h an. C’houec’h-all eus ma bugale a zo êt ’n em rôk, ha me am eus mall da welet ha da vriata aneze en ti an Otrou Doue. »




Trede devez warn-ugent a viz Here


Jezuz-Krist hon Dasprener



Doue ne ra netra hep digare. Pep den o tont er bed a zo digaset evit eun dra bennak, ha dishenvel eo galvedigez an eil diouz hini egile. Evel pep den, Jezuz-Krist, o tont er bed, en devoa e hini, ha pa varvas war ar groaz, ec’h embannas dirak an nenv hag an douar en devoa peurc’hrêt al labour a oa bet fiziet ennan : Consummatum est. Miret en devoa ervat lezen e Dad ; laket en devoa da zont da wir kement tra oa bet skrivet diwar e benn ; genel ha bevan en devoa grêt, ha mervel a rê evel ma oa bet merket er Skritur ; en kreiz

  NODES
Note 1