Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/87

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30 Genver
87
ar familh zantel


Tregontvet devez a viz Genver


Ar Familh Zantel : Jezuz, Mari, Jozef[1]



Jozef ha Mari, goude o eured, a oa o chom en Nazareth, war a greder, ’barz an ti a oa bet, da Joachim ha da Annan. Red e oe d’eze, er goanv war-lerc’h, war urz an impalaer August, mont da Vethleem, kêr David, da lakat o hanoiou war rollou ar gêr-ze, e oa ginidik anezi o zud koz.

Keit ma oant eno, e c’hanas an Itron-Varia Salver ar bed. Jezuz a deuas war an douar, heb ober d’e vamm koll he gwerc’hded, evel ma treuz ar bann-heol dour skler an eienen, heb he labean an disteran.

Kerkent, êle an nenv, pastored ha rouaned an douar, digemennet d’eze gant an Holl-C’halloudeg, a ziredas gant dudi da welet eun Doue en em c’hrêt den ha da ginnig d’ezan ar pez a c’halle kaout a wellan o c’harante.

D’e eizvet devez, ar c’hrouadur a oe hanvet ha merket betek ar gwad. Da daou-ugent de e oe kaset d’an Templ, elec’h ma lakas ar gwel anezan kalonou Simeon hag Annan da dridal.

Eun nebeut deveziou war-lerc’h, e oe digemennet ive da Jozef kemer ar c’hrouadur hag e vamm ha tec’hel gante d’an Ejipt, arôk kounnar ar roue Herodez. War gavel ar mabig bihan, gant kân an êle, gant profou ha pedennou ar bastored hag ar rouaned, gant bennoziou Simeon hag Annan, an de bras, an hini a dlee lakat an dud d’e anaout evit Mab Doue, oe darbet d’ezan tarzan : eul luc’heden ne oa ken an dra-ze.

Epad tregont vla, Jezuz a guzo c’hoaz e c’hloar, hag e genvroïz a gemero anezan evit mab Jozef, ar c’halve, ha netra ken.

Pa ouveas Jozef ha Mari e oa maro an hini a glaske diframman e vue digant o mab, e tizrojont gantan d’ar gêr.

Nebeut a dra a zo en Aviel diwar-benn bue ar Familh Zantel en Nazareth.

En bro Israël, ar c’hrouadur a oa d’ar vamm da zevel betek pemp bla ; neuze, e dad a zeske d’ezan lezen Doue hag e vicher e-unan.

  1. Ar gouel-man a ve grêt en eskopti Sant-Brieg, an trede sul goude ar Rouane.
  NODES
Note 1