Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/99

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 C’houevrer
99
santez jenovefa


Trede devez a viz C’houevrer


SANTEZ JENOVEFA
Patronez Parîz ha difennourez ar Frans (422-512)



Er bla 429, sant Jermen, eskob Auxerr, ha sant Loup, eskob Troyes, en eur vont da Vreiz-Veur da zispenn ar falskredennou a vrude Morvan etouez ar Vretoned, a dremenas dre Nanter, ter leo diouz Pariz. Eleiz a dud en em vodas endro d’an eskibien, da glask o bennoz, ha da selaou o c’homzou. Daoulagad sant Jermen a zigouezas d’eze paran war eur verc’hig vihan, he hano Jenovefa, hag e kavas he dremm ken seder ha ken santel, ma reas d’ezi tostât outan.

Goulenn a reas he hano, kelou eus he c’herent, hag o vezan ma oant war al lec’h, e lavaras d’eze :

« Eun de a vennoz a baras warnoc’h, en de m’eo deut ar verc’h-man en ho ti. An êle o deus kanet d’he ginivelez, hag an Otrou Doue a raio, dre he dorn, burzudou kaer etouez an dud. »

Goulenn a reas neuze digant Jenovefa ha falvezout a raje ganti ober le da viret he gwerc’hded. Ar plac’hig a lavaras e oa ar c’hoant-se en he c’halon. Jermen a reas neuze d’an dud mont d’an iliz, ha goude bezan kanet ar gousperou, e westlas anezi da Zoue.

Adalek neuze, Jenovefa a lakas muioc’h a aked evit biskoaz da vezan eur skouer a zantelez. Da bevarzek vla, e wiskas dilhad al leanezed, ha da varo he zud, ec’h eas da chom da Bariz, da di he maeronez.

Eun nebeut blaveziou goude, eskob Pariz he lakas da superiorez war al leanezed ha war an intanvezed o devoa gwestlet o bue da Zoue, er gêr-ze.

Eun devosion vras he devoe da zant Denis. Alïes ec’h ee da bedi war e ve, ha dont a reas a benn da lakat sevel eun iliz warnezan. En iliz-ze eo e pareas, eun devez, daouzek den a oa et an drouk-spered en o c’horf.

Koulskoude, Satan, o welet santelez he bue ha kaerder hec’h oberou, a yeas en kounnar hag a glaskas he heskinat muian m’hallas. Eun nozvez ma oa o vont d’an iliz da ganan ar Pellgent gant he leanezed, e vougas he goulou. Mes Jenovefa a allumas anezan a-neve, ha kaer en devoe an diaoul c’houezan goude, ar goulou ne varvas ket ken.

  NODES
Note 1