Brezhoneg

  Etimologiezh

Diwar ac'han- hag -out.

  Furm araogenn

Gour Furm
U1 ac'hanon
U2 ac'hanout
U3g anezhañ
U3b anezhi
L1 ac'hanomp
L2 ac'hanoc'h
L3 anezho, anezhe
D ac'hanor

ac'hanout /aˈɣãːnut/

  1. Furm an araogenn a, eus, displeget en eil gour unan.
    • An eñvor ac'hanout am frealz bepred. — (Paotr Treoure, Skeudenn garet, e Sonioù Feiz ha Breiz, w.d. 1930.)
  2. Lakaet war-lerc'h un anv-kadarn hag a verk petra a ya d'ober un den, a-wechoù evel kunujenn (renket hervez urzh al lizherenneg : den, diod, gastaouer, genaoueg, ... kristen, laer, lampon, netra, paotr, pezh ...:
  3. Evel renadenn eeun
    • Gouzout a rez e c’hallan, gant ur ger, lakaat al loened da zrailhañ ac’hanout ! — (Yann-Vari Perrot, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 78.)
  NODES