berrañ
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-gwan berr hag an dibenn-ger -añ.
Furm anv-gwan
berrañ /ˈbɛrːã/
- Derez-uhelañ an anv-gwan berr.
- An hent berrañ. Ar sae verrañ.
- Dentet brao ec'h ê ma mestrès, plantet int 'vel percho piz,
Darn 'zo hirroc’h, darn 'zo berroc'h, ar berra keit ha ma biz. — (Fañch an Uhel, Soniou Breiz-Izel 2, Pariz, 1891, 1971, p. 118.) - O vezañ ma ne c'heller pareañ kleñved ebet hep anaout mat anezhañ da gentañ [...], e teurvezoc'h va lezel da zisplega dirazoc'h, berra ha freasa ma c'hellin, va doare da welet diwar-benn an den-man. [...]. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 20.)
- Dre eno e kav dit e vo ar berra tro dit ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 543.)
Gerioù enepster
Krennlavar
- Ar c'hentañ mont, ar berrañ kont.
- An hent eeun eo ar berrañ.