Brezhoneg

  Etimologiezh

Savet diwar plegas gant ur c'hemmadur dre vlotaat (p > b)

  Furm verb

Kemmadur Furm
hep plegas
dre vlotaat blegas
dre c'hwezhañ flegas
dre galetaat digemm
amreizh digemm

blegas /ˈbleːɡas/

  1. Furm ar verb plegañ pe plegiñ e trede gour unan an amzer-dremenet strizh, en doare-disklêriañ
Hag an aotrou kozh a blegas ouzh an daol, e benn etre e zaou zorn, en ur dennañ un huanadenn hir. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 23.)
Alis a blegas brozh an Itron Pichavant, he fakas en un tamm paper, a stagas gant spilhoù. — (Roparz Hemon, Viktor ha Petronilh, Al Liamm, niv. 387, Gouere - Eost 2011, p. 59.)
  NODES
Note 1