brud
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
brud /ˈbryːt/ gourel pe benel (liester : brudoù)
- Kemenn, keloù, gwir pe get, a red e-touez an dud.
- brud mat, brud vat, brud fall
- ar brud
- Ar brud eus a gement-mañ a zo c'hoazh hirio dre gêr Landreger hag ar re gozh ac'hano a gonto deoc'h, mar kirit, an traoù-mañ gwelloc'h egedon-me. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 31.)
- ... ar brud eus a Loull ar Bouc'h, eus e grizder e-keñver an dud vat hag ar veleien gozh , a yoa aet dre bevar c'horn ar vro. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 115.)
- Ar brud eus e ouiziegezh, — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 9.)
- Ar brud a oa e lazhent hag e tevent dre ma'z aent. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 14.)
- … ar brud a greske kement ma lavaras ar roue ez oa ret gwelout. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 156.)
- ar vrud
- Leur-neve Arnus a yeas ar vrud anei pell war-dro — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 40.)
- — Fe 'vad, chilaouet, eme Julig, evel-se eman ar vrud! — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 172.)
- Fellout a rae d'ezo gwelout ha gwir e oa ar vrud, bet kaset betek enno, eo Breiz perlezenn an holl vroiou. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 26.)
- Hounnez a oa ar vrud. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 50.) (e oa, a ve reishoc'h).
Deveradoù
Troioù-lavar
- Ar vrud fall a ya dreist ar mor
hag ar vrud vad a chom e toull an nor. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 315.)