d'ar gêr
Brezhoneg
Troienn
d'ar gêr
- d'an ti ma emañ an den a gomz o chom ennañ:
- Bouchig! d'ar gêr! ... d'ar gêr! va Bouchig ker ! d'ar gêr! ... — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 94.)
- Darn anezho, skuizh oc'h ober bouzellenn voan hag o pilpasat er pri hag er vouilhenn, el lec'h displijus-se anvet gante « Kerfank », en em vodas ur wechad hag a dreuzas ar c'hamp o youc'hal a-bouez-penn : « Finister d'ar gêr ! Finister d'ar gêr ! » — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 22.)
- daoulammat d'ar gêr
- N'emañ ket ar c'hiz da zaoulammad d'ar gêr dioustu evel ma vezer aet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 218.)
- distreiñ d'ar gêr dizreiñ d'ar gêr
- dont d'ar gêr
- kerzhout d'ar gêr
- War e droad e kerzhas d'ar gêr bell-se, [...]. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 8.)
- mont d'ar gêr
- Hag ar gazeg d'ar gêr d'ar pevarlamm ruz ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 129.) (skouer hep verb)
- Bezañ erru tost d'ar gêr. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 251.)