Brezhoneg

  Etimologiezh

Da dostaat ouzh ar ger kerneveurek eges, dezhañ ar memes ster. Deuet eus an henvrezhoneg hacet, diwar hac, « hag », evel ar c'hembraeg nogyt « eget na » deuet eus nag. Met en abeg d'o heñvelsoniezh darnel ha d'o arster a stagell eo bet kemmesket an daou c'her eget hag evit a-wezhioù.[1]
E Geriadur Favereau e kaver "neged", roet evel stumm eus Eusa.
  • E kembraeg e kaver nog, noged, nogyd (Y Geiriadur Mawr), met nag eo ar stumm ordinal.

  Stagell

Gour Furm
U1 egedon
U2 egedout
U3g egetañ
U3b egeti
L1 egedomp
L2 egedoc'h
L3 egeto/egete
D egedor

eget /e.ˈget/

  1. Stagell an derez uheloc'h.
    • Brasoc'h egetañ on.
    • Gwelloc'h, gwashoc’h egedout zo.
    • Sotoc’h eo eget gwechall, eget biskoazh.
    • Aesoc’h e oa eget boaz.
    • N’eo ket diaesoc'h eget an dra-se.
    • Blejal gwashoc’h eget un azen pennfollet
    • Debriñ muioc’h a voued eget ar re all.
    • Kavout gwelloc’h gwelout kein unan bennak eget e zremm.[2]
    • Kemer muioc’h eget nebeutoc’h.
    • Kompren gwelloc’h eget unan bennak, eget biskoazh[3]
    • Lakaat unan bennak izeloc’h eget ar c’hi, eget ar chas.
    • Mont pelloc’h eget ar vachelouriezh.
  2. En droienn eget na.
  3. Ober un dra bennak kentoc’h eget un dra bennak all.
    • kentoc’h eget ho tilezel.
  4. eget biskoazh
  5. Kent eget un dra bennnak.
    • kent eget an setañs, MDLM
    • kent eget o monet, MDLM
    • kent eget tremen deiz Gwener, GMJ
    • Gwelout kent evit.
  6. Estroc'h eget : Estreget
    • Estroc’h eget.
    • Estroc’h eget amañ.: « estreget amañ »
  7. Eget e.
  8. Eget ma.
    • Labourat a rez gwelloc’h eget ma ran-me.
  9. eget pa.
  10. Oc'hpenn eget .
    • Oc'hpenn eget ur c'henderv YABA 12/13

Gerioù heñvelster

Deveradoù

Implij

Ne vez implijet eget nemet en derez uheloc'h, ha ne vez ket implijet en derez kevatal.

Iskis

•Ur stagell n’eo ket anavet e-maez Bro Leon, a vez lavaret. Iskis eta e gavout

  • e kanaouennoù zo, bet dastumet gant Fañch an Uhel, hag e KAB 1.
  • dindan pluenn Loeiz Herrieu e Kammdro an Ankou hag e-barzh Yann Ar Baluc'henn.

•N’eo ket ken iskis avat gwelout an implij fall anezhi e EZM: fallimplij ur ger a oa estren da yezh voas ar skrivagner, pe reizhadenn graet gant ul Leonad (en adembannadur)? Da wiriañ.

Troidigezhioù

  Gwelet ivez

  Daveoù

Roll an daveoù :

  NODES
Note 1