en em gavout
Brezhoneg
- Savet diwar ar rannig-emober en em hag ar verb kavout.
Verb
en em gavout /Distagadur ?/ verb raganv (displegadur)
- erruout
- Pa ouemp en em gavet, an Aoutrou de Kerbalanek a roaz da bep hini ac'hanomp he gevridi. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 20.)
- (Gant un araogenn lec'hiañ « e, dirak, war, e-kichen... ») degouezhout en ul lec'h bennak.
- Ne deas ket pell, rak, en em gavet e-kichen an nor, e rankas chom eno, prennet hag alc'houezet e oa en diabarz. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 9.)
- P'en em gavjont e-kreiz an enez , ... — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 60.)
- Jakob, gwechall, kuitaet gantañ ti he dad ha douar e vro, en em gavas, goude kuzh-heol, en un takad distro. — (Sarmoniou an Aotrou Quere, dastumet ha renket gant an Ao. Jezegou, Kastellin, 1906, p. 76.)
- Ur wech ec'h en em gavas, dirak toull hon dor, daou zen truilhek liv an dienez warno, ur paotr termaji hag e wreg gant un ours d'o heul. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 110.)
- P'en em gavas adarre er gêr, emede an oad da fortuniañ. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 9.)
- Neuze ec'h en em gav ar roue hag e verc'h er c'hae, e-kichen ar vag. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 55.)
- (Gant « gant ») Kejañ ouzh unan bennak.
- Ur rejant kozh, war a gonter, en em gavas un deiz gant unan eus an dud yaouank a yoa bet gantañ er skol. — (Sarmoniou an Aotrou Quere, dastumet ha renket gant an Ao. Jezegou, Kastellin, 1906, p. 43.)
- Edomp o vont e-biou Sante-Kroaz — e gallek Sainte-Croix, — pa en em gavas ganeomp, war an hent, un den oadet a hanter-kant vloaz, pe war-dro, kamm ha tort he fri, hag ul lagad luch en he benn. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 40, 56.)
- En em gavout a reas gant ur c'houer o tont eus ar brouskoad gant ur gazeliad aozilh. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 65.)
- (Diwar-benn stad an dud) Dont da vezañ.
- Hi a oa aet skuizh, hag, en un taol, ar re all en em gavas skuizh ivez. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 116.)
- Met hep labour en em gaven atav. — (Frañsez Kervella, Dindan Gouriz ar Bed, Mouladurioù Hor Yezh, 1985, p. 5.)
- gant ar verb-skoazell kaout:
- En em gavet em eus ivez get meur a spontailh. Etrezomp e brezhoneg 1984-1986/26
Ret e vefe resisaat ar rummenn ger : -ak-, -verb-, -ag-, -adv-, unan all.
Troidigezhioù
- galleg : (fr)