Brezhoneg

  Etimologiezh

Savet diwar gre-, unan eus pennrannoù ar verb ober, hag an dibenn-ger -jont

  Furm verb

grejont /ˈɡreːʒɔ̃ɲ(t)/

  1. Furm ar verb ober e trede gour lies an amzer-dremenet strizh, en doare-disklêriañ
Klask a rejont an digor, ha n'oe ket diaes dezho her c'haout, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 36.)
Her gwelet a rejont hanter veuzet, aet gant an dour ha chomet stag ouzh ur skourr haleg a yae betek kreiz ar ganol. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 224.)
An taol-ze a skuillaz ar spount etouez ar republikaned : dont a rejont var ho c'hiz da Verven, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 17.)
[...] : kemeret a rejont eur vag er porz, ha mont ganti beteg al lestr. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 54.)
Kemer a rejont o hent boas a-dreuz ar c'hoad, gant o binvioù pesketa war o skoaz. — (Ronan Huon, Ar Gwennili-mor, Al Liamm niv. 77, Du-Kerzu 1959, p. 408.)
Diskleriañ a rejont dezhañ e tlefe reiñ da hêred an dug un digoll ker reizh ha ker brokus ha ma c'hellfe bezañ. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 44.)

Gerioù heñvelster

Troidigezhioù

  NODES