Brezhoneg

  Etimologiezh

Meneget er C'hatholicon (1499)[1] hag e Buhez Sante Barba (1557)[2]: guerches.
Diwar an anv-gwan gwerc'h hag al lostger -ez. Da geñveriañ gant ar ger kerneveurek gwerghes hag ar ger kembraek gwyryf.[3]

  Anv-kadarn

gwerc'hez /ˈɡɥɛrɣes/ benel (liester : gwerc'hezed)

  1. Maouez pe blac'h n'he deus ket bet a zarempredoù rev.
  2. (Dre astenn-ster) Maouez pe blac'h a ren ur vuhez fur, santel, skouerius, direbech, evel ar Werc'hez Vari.

Troidigezhioù

  1. galleg : vierge (fr)
  2. galleg : sainte (fr)

  Daveoù

Roll an daveoù :

  1. Jehan Lagadeuc, guerches, Le catholicon en troys langaiges scavoir est breton franczoys et latin, 1499, war lec'hienn ar Bibliothèque nationale de France.
  2. Le mystère de Sainte Barbe, tragédie bretonne : texte de 1557..., lec'hienn ar Bibliothèque nationale de France.
  3. "Gwerc'hes" e-barzh an Dictionnaire étymologique du breton gant Albert Deshayes, embannadurioù chasse-marée, p.146
  NODES
Note 1