hervez
Brezhoneg
- Da dostaat ouzh ar c'hembraeg herwydd, « abalamour da, hervez, e-touez », hag ar c'herneveureg yn aga herwydh « en o ser » : evit *ar-wes « e stumm, e doare, e bezañs », s.o. ar c'hrennvrezhoneg goes « stumm » hag ar c'hembraeg gwydd « bezañs ». Gwelet ar- ha a-ouez.[1]
Araogenn
Gour | Furm |
U1 | hervezon |
U2 | hervezout |
U3g | hervezañ |
U3b | hervezi |
L1 | hervezomp |
L2 | hervezoc'h |
L3 | hervezo |
D | hervezor |
hervez /ˈhɛr.ves/
- Reve, diouzh ali pe komz unan bennak, gouez da unan bennak.
- Hervez e faltazi.
- Hervez urzh al lizherenneg.
- Ober a raimp d'an aotrou evel m'eo dleet hag hervez hor gouiziegezh. Yann-Vari Perrot, An aotrou Kerlaban, p. 18.
- Dʼar 7 a viz here 1897, da deir eur goude kreisteiz, hervez unan eus kaieroù ti-kêr Pleiben, e lakais ma fri war an tamm douar-mañ. — — (ESTB, p. 63.)
- [...] ; rak, hervez ar c'hiz, e tle pep hini degas, hervez e oad hag e vadoù, e lodenn d'an tantad. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 89.)
- Al lever-man a zo bet skrivet ar peurliesan herve doare komz Bro-Dreger. MBJ
- ...penauz e tleo lenn, herve giz e vro
- hervez galloud ub
- — « [...] ; graet em eus, a gredan, hervez va galloud ; kenavezo da viken ! » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 68.)
- ... pep-hini herve e c’halloud... MBJ
- Pep hini a dle bezañ paeet hervez e oberoù, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 109.)
- Goude-se avat e c’hallfomp pediñ hag enoriñ ar sent, … hervez ar vicher a reomp hag ar vro a vevomp enni. — (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 839.)
- Ur plasenner [...] hag a gemeras digante ur skodenn hervez ar c'hustum evit ur stal a eizh metrad hed. — (Fañch Peru, Kañfarded Milin ar Wern, Skol Vreizh, 2008, p. 40.)
- Ra vint barnet hervez o oberoù.
Deveradoù
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Adverb
hervez /ˈhɛr.ves/
- War a seblant, evit doare,
- Bez’ oa, hervez, ur beure miz Here[2]
Gerioù heñvelster
Stagell isurzhiañ
hervez a stagell isurzhiañ /ˈhɛr.ves/
- Hervez a gonter
Gerioù heñvelster
Troidigezhioù
- Araogennoù brezhonek, stag
Roll an daveoù :
- [1] : Lexique Étymologique des termes les plus usuels du Breton Moderne
- [2] : Maia, 1965, in Oberenn glok Anjela Duval
- [3] : Devezhioù koun en Ebrel, 1979, in Oberenn glok Anjela Duval