klaske
Brezhoneg
- Savet diwar klask-, pennrann ar verb klask, hag an dibenn-ger -e.
Furm verb
Kemmadur | Furm |
hep | klaske |
dre vlotaat | glaske |
dre c'hwezhañ | c'hlaske |
dre galetaat | digemm |
amreizh | digemm |
klaske /ˈklas.ke/
- Furm ar verb klask e trede gour unan an amdremened, en doare-disklêriañ.
- Ma klaske bepred penaos e c'hallje lemel a boan e vevel fidel. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 197.)
- [...] ; n'en devoa ket ankouaet komzoù ar jardiner kozh en pred ar vadeziant, hag e klaske an tu da em dizober eus e vab. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 36.)
- Daoust ha ma klaske repu en he c'hambrig, eviti da stouvañ he divskouar (?) hag he fenn kuzhet ganti dindan ar pallennoù gwele, [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 188.)
- En aner e klaske gwiskañ un dremm dizeblant ; edo krizet ha roufennet e dal. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 58.)
- Met kregiñ a rae pep labour gant : « Doue d'am sikour ! » ; ha din, pa wele ac'hanon o vont d' ober skol, e klaske rannañ : « Doue d'ho sikour ! » — (Aleksandr Soljenitsyn, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Al Liamm, 1976, p. 38.)