Brezhoneg

  Etimologiezh

(Anv-gwan hag anv-kadarn 1)
Kemmet dre disheñveladur diwar an adstumm kreuz. Meneget er C'hatolikon (creux). Amprestet digant ar henc'halleg creus[1].
(Anv-kadarn 2)
Testeniekaet e henvrezhoneg clud, 1029, ha kavet e krennvrezhoneg cleuz, XIVvet kantved[2].
Kar d'ar gerioù kleudh « foz, fozell, klaz » e kerneveureg ha clawdd « dik, kleuz » e kembraeg.
Deuet eus ur ger keltiek *klādo-, a zeufe eus ur wrizienn indezeuropek *kl̥h₂-dV-, peurheñvel ouzh clādēs « gwast(adur) » e latin.[3]
Gwelet ar gerioù klaz ha kleze.
(Furm verb) Savet diwar kleuz-, pennrann ar verb kleuzañ, hep dibenn-ger.

  Anv-gwan

Derez Furm
Derez-plaen kleuz
Derez-uheloc'h kleusoc'h
Derez-uhelañ kleusañ
Derez-estlammiñ kleusat

kleuz /ˈkløːs/

  1. A zo un toull, ur gleuzenn ennañ.

Adstummoù

Deveradoù

Troidigezhioù

  Anv-kadarn 1

kleuz /ˈkløːs/ gourel (liester kleuzioù)

  1. Lec'h goullo e-barzh un dra bennak.

Deveradoù

Troidigezhioù

  Anv-kadarn 2

kleuz /ˈkløːs/ gourel (liester kleuzioù)

  1. Savadur douar a dalvez da vevenniñ ar parkeier.

Stummoù rannyezhel

  • kleuñv (stumm kernevek ha tregeriek)
  • kle (stumm gwenedek)

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troioù-lavar

Troidigezhioù

  Furm verb

kleuz /ˈkløːs/

  1. Furm ar verb kleuzañ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ
  2. Furm ar verb kleuzañ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.

  Daveoù

Roll an daveoù :

  • [1] : Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton, Douarnenez, Le Chasse-Marée, 2003, p. 432.
  • [2] : Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton, Douarnenez, Le Chasse-Marée, 2003, p. 397.
  • [3] : Nicholas Zair, The Reflexes of the Proto-Indo-European Laryngeals in Celtic, Leyden, Brill, 2012, p. 78.
  NODES
Note 1