Brezhoneg

  Etimologiezh

(Verb) (1499) Cleauuet er C'hatolikon[1]. Kar d'ar gerioù clewas e kerneveureg, clywed ha clyw e kembraeg, cluinim en iwerzhoneg ha cluinn e skoseg, dezho ar memes ster, d'ar ger clú, « klod, brud », en heniwerzhoneg, h.a. : eus ur wrizienn KLEW, stumm koazhet KLU, a gaver stank e meur a yezh, अश्रवत् (aśravat), « klevas », ha श्रवस् (śravas), « klod, brud », e sañskriteg, κλύ-ω, « klevis », ha κλυ-τό-ς, « brudet, illur », en henc'hresianeg, in-clu-tu-s, memes ster, ha glōria (evit *clo-ves-ia kevatal gant ar ger sañskritek श्रवस्या (śrav-as-yā)) e latin, clo-th en heniwerzhoneg ha clot en henvrezhoneg, « klod, brud », hlūd en hensaozneg, aet da loud e saozneg, « a vouezh uhel » (keñveriañ gant ar ger saoznek listen, « selaou »), laut « son » en alamaneg, h.a.[2].
(Furm verb) Savet diwar « klev- », pennrann ar verb « klevet », hag an dibenn-ger « -et ».

  Verb

klevet /ˈkleːvet/ verb kreñv eeun (displegadur)

  1. Merzout gant an divskouarn.
    • Skrignañ 'ra bleizi Breizh-Izel
      O klevet embann ar brezel
      — (An alarc'h, er Barzhaz Breizh, 1839.)
    • Paol a zirollas da c'hoarzin o klevet ar c'homzou-ze, lavaret gant kement a nerz. — (Lan ar Bunel, Laouig ar Penker eun danvez beleg, Moulerez straed ar C'hastell, Brest, 1929, p. 14.)
    • Tud yaouank a Vreizh-Izel, didostait da glevet,
      Da glevet kanañ ur son a zo nevez-savet
      — (Kalon frailhet, e Fañch Danno, Fiselezed Groñvel, 1996.)
  2. Merzout gant ar fri.
  3. Merzout gant an teod.
    • Ar mor en em lede dirak va daoulagad, hag an avel a skourjeze va divjod ha war va muzelloù e kleven blaz benniget holen ar fru. — (Al Liamm, 1977, p. 181.)
  4. Santout.
    • Ar mevel ne gleve mui e dog war e glopenn. — (Dihunamb, 1931, p. 267.)

en em glevet verb kenemober

  1. Bezañ a-unan, bezañ ali an eil gant egile.

Stummoù rannyezhel

Troidigezhioù

Merzout gant an divskouarn (1)

  Furm verb

klevet /ˈkleːvet/ /ˈklewet/

  1. Anv-gwan-verb ar verb klevet
  2. Furm ar verb klevet e trede gour unan an doare-gourc'hemenn
    • <skouer.>

  Daveoù

Roll an daveoù :

  NODES
Note 1