kostez
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
kostez /ˈkoste(s)/ gourel (liester : kostezioù)
- Tu, diavaez pe diabarzh, ul lec'h bennak:
- Er c'hostez-mañ eus an Oural, [...]. — (Aleksandr Soljenitsyn, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Al Liamm, 1976, p. 10.)
- [...] : « Na bignit en tren nemet diouzh ar c'hostez-mañ ». — (Aleksandr Soljenitsyn, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Al Liamm, 1976, p. 11.)
- Mont dre ar c'hostez, dre gostez an hent : dre lez an hent
- Bezañ, mont war e gostez: na vezaén eeun en e sav, evel war e stou (evit ur benveg, ur c'harr, pe un dra bennak all)
- Laka anezhañ er gaoter vras a zo war he c'hostez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 272.)
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- bezañ e kostez unan bennak : bezañ e-kichen unan bennak
- bezañ war e gostez : bezañ klañv
- bezañ war gostez : bezañ war ziskenn
- lakaat ur vag er c'hostez : kas ur vag da goll war reier an aod
- mont d'ar c'hostez : c'hwitañ war an taol
- mont er c'hostez : mont war reier an aod
- mont war e zaougostez
Troidigezhioù
Estlammadell
kostez /ˈkoste(s)/
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
- Kostez !... eme al louarn pa oa aet an tenn en e revr. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 268.)}