maouez
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn mav hag al lostger -ez.
- Da geñveriañ gant ar ger kerneveurek mowes « plac'h ».
Anv-kadarn
maouez /ˈmɔ.wɛs/ benel ( liester maouezed, maouezi).
- Den a zo benel e reizh.
- maouez kaer : kaerenn
- maouez kaezh : kaezhez
- Ya sur, mererez, ha deut bemdez da glask soubenn, ken a vo yac'h ar vaouez kaezh-se. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 29.)
- maouez koant: koantenn, chevrenn, fulenn, tekenn;
- maouez kozh: gwrac'h, kozhardenn, kozhenn, kozhez, kozhiadez;
- Un deiz ma oant o-zri o chaseal en ur c'hoad e weljont ur vaouez kozh hag a douge ur podad dour war he fenn. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 139.)
- maouez lart : lardonenn;
- maouez lous : louskenn, loudourenn, louzenn;
- maouez voan : moanardenn;
- maouez paour : paourez
- Me a zo deut , Itron, da c’houlenn ur banne soubenn ‘vit ur vaouez paour a zo chomet klañv-fall ‘barzh ma zi. KAB 3/29 — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 29.)
- maouez pizh : pizhenn;
- maouez stipet : stipadenn;
- maouez teodek : teodenn;
- maouez tost : tostenn;
- maouez treut : treudasenn
- maouez a glemm : klemmasenn, klemmerez, klemmicherez;
- maouez a lorc'h : lorc'henn;
- maouez du he blev : duardez, dukardez;
- maouez melen he blev : meleganez.