mignon
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn gallek mignon.
Anv-kadarn
mignon /ˈmĩ.ɲɔ̃n/ gourel (liester : mignoned)
- Den a vezer liammet outañ dre zarempredoù karadek.
- "Reune, ma mignon, ne gav' ket deoc'h ec'h eomp re brim ?" — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 20.)
- Ma mignon, emezi, skuizh oc'h, ret eo deoc'h mont da gousket — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 13.)
- ..., kement-se dre aked ha skiant-prenet ar c'habiten, un den onest hag ur gwir vignon anezhañ. — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 9.)
- ..., an eil krog e dorn egile, evel daou vignon, hag eno e touont e c'hourenint hep kasoni, ... — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 36.)
- ..., e-lec'h ma voe beziet, hep na kar na mignon, ... — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 3.)
- « Mignon yaouank, emezi, pegoulz e vezoc'h dieub ? Petra a rit gant hoc'h amzer ? — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 40.)
- Komzit ouzh ho mignon ha bezit e maner ar Gernevez e-berr da c'hwec'h eur. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 25.)
- Krenañ a ra ar goulou war e vignon Yann Abernot, sebeliet e-touez ar bezhin. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 5.)
- « Ya, ya, danevellit, mignon ker », eme an Aotrou Pennognon, rener ar gelaouenn « Keleier Bro-Leon », war evezh. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 35.)
- - Asa ! va mignon, lavarit d'in petra eo ar c'hlemmou-ze a glevan ganeoc'h bemnoz, pa vezit eat en ho kampr ? — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 8.)
- Setu ma rankas va zad aozañ boued hag ober war-dro an daou vignon. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 17.)
- ... ; anavezout a raent moarvat ur mignon, ... — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 12.)
- Bezañ mignon da un den.
- ..., - met va mab, a zo martolod e Kazablanka, ha mignon d'ho mab Klovis, ... — (Roparz Hemon, Ho kervel a rin en noz ha marvailhoù all, Al Liamm, 1970, p. 29.)
- Kaout ur mignon, mignoned.
- Lavarout a ran deoc'h ivez em eus ur mignon. — (Edouarzh Ollivro, troet gant Jakez Konan, Pikoù Mab e Dad, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 23.)
Stummoù rannyezhel
Gerioù heñvelster
Gerioù enepster
Deveradoù
Troioù-lavar
Krennlavaroù
- Digant ur mignon eo gwell kaout dour
Eget gwin digant un enebour (pe un treitour) - Mar deu d'ar vuoc'h dilaezhañ
Kenavo, mignon a skamp
Troidigezhioù
Galleg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e galleg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ) .
Anv-kadarn
mignon /mi.ɲɔ̃/ gourel (liester : mignons)
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ) .