Brezhoneg

  Etimologiezh

Eus ne ha pell. Kar d'ar gerioù nepell e kembraeg hag e kerneveureg.

  Adverb

nepell /neˈpɛlː/

  1. (Adverb lec'hiañ :) tost.
    • Un ti nepell.
  2. nepell diouzh tra pe den:
    • E gwasked Tibidi e vo eoriet Morvec'h hiviziken, nepell diouzh ar gêr. — (Jef Gedez, Ar gariadez koad, Al Liamm, niv. 392, 2012, p. 31.)
  3. nepell ac'hann, alese, ac'hano, ac'haleno :
    • Ar Stankenn-Hep-Distro, m'edo kuzhet enni maner Dionas, tad Viviana, a oa nepell ac'haleno. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 93.)
  4. (Adverb amzeriañ) : Dre fazi ha droukvesk e vez skrivet ha laret hiriv, a-wechoù, nepell goude, nepell war-lerc'h, e-lec'h ur pennadig goude, dambrest goude, prestik goude...


Gerioù heñvelster

-adverboù

-anv-gwan

Troidigezhioù

  NODES