stag
Brezhoneg
- (Anv-gwan) → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
- (Furm verb) Savet diwar stag-, pennrann ar verb stagañ, hep dibenn-ger.
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | stag |
Derez-uheloc'h | stagoc'h |
Derez-uhelañ | stagañ |
Derez-estlammiñ | stagat |
stag /ˈstɑːk/
- Paket gant kordenn pe fiselenn.
- Stag eo ar saout?
- [[setu me|Setu me] evel un anduilhenn ... Mes an anduilh a vez stag ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 102.)
- bezañ stag ouzh udb
- Pevar c’harr gant pevar a gezeg stag ouzh pep hini. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 177.)
- … ober ur sug kalz tevoc’h evit an hini en devoa gwelet stag ouzh troad an demezell … — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 27.)
- bezañ stag ouzh ar madoù evel an touseg ouzh e vern douar, YAG
- bezañ ouzh e stag
- Hag hen kuit ac'hano da Gerc'hoenner, da zistaga Polidor, ki chase braz an Aotrou Borgne de la Tour, [...], ha ne rea nemed harzal ouc'h he stag. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 27.)
- bezañ stag e deod dre an daou benn: na vezañ distagellet
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Anv-kadarn
stag /ˈstɑːk/
- Tra a servij da stagañ, evl kordenn pe fiselenn.
Furm verb
stag /ˈstɑːk/
- Furm ar verb stagañ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
- An hini a ra goap, ouzh e revr e stag. — (Krennlavar.)
- Furm ar verb stagañ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.