uheloc'h
Brezhoneg
Furm anv-gwan
uheloc'h /y(h)ˈɛlːɔx/ (furm vihanaat : uheloc'hik)
- Derez-uheloc'h an anv-gwan uhel
- Hor pemp tenn a grozas, ha ker buan e klevjomp pemp tenn all laosket gant hor pemp kamarad a yoa uheloc'h d'an nec'h ; [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 205.)
- Evit en em grenvaat enn hent, e lavarent ho fedennou, mez kerkent ha ma savent ho mouez eun tamm huelloc'h, e vezent broudet a daoliou bek fuzil. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 181.)
- Boz war voz uhel, uhelloc'h c'hoaz ar vugale a zave o daouarn. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 22.)
- Edo o sevel evit mont uheloc'h, pa daolas ur sell war-du ar skluz. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 12.)
- E-lec'h ar skeudenn, ne oa mui nemet un toull du, hag uheloc'h, daou blanken (!) o tresañ ur groaz war an oabl. — (Roparz Hemon, Mari Vorgan, Al Liamm, eil emb. 1975, p. 24.)
- Evel m'am eus lavaret uheloc'h e oa diaes bevañ ha rouez an arc'hant e-touesk an dud. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 19.)
- [...] ha ma'z oa ar gwennilied o troidellat uhel en oabl, hag uheloc'h c'hoazh ar gouried gwenn o nijelliñ e bannoù an heol binniget. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 22.)
- Ur bourk kozh gant un nebeud tiez ha savadurioù nevez ha na glotent tamm ebet gant ar re gozh : uheloc'h, toennoù plaen anezho, prenester ha dorioù kalz re vras. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 64.)
- Uheloc'h eget :
- — [...]. Meur a hini a renk huelloc'h egedoc'h a zo choumet var dachenn Kergidu ; [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 214.)
- [...] ; sevel a ra un tammig uheloc'h eget e vreur, met dont a ra ivez war e gil, hag ez eo troet, evel ar re all, en statu maen. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 212.)
- Brankou he doa da zisheolia ouspenn eun devez-arat douar en-dro d'ezi ; he blenchenn a oa uheloc'h eget daou dour Sant-Korantin bern war vern ; he gar a oa teo, teo, met kleuz en diabarz. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 57.)
- [...], o sevel e vouez eur wech uheloc'h eget eben, [...]. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 105.)
- Ar bloaz war-lerc'h, pa zeue Yann Arc'hant d'an tantad gant e zuilhad bleñchoù hag e votez kozh, an tan o vogediñ diouti, e verzas e oa ar bern uheloc'h eget warlene. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 103.)
- Ar vourc'hadennig-mañ, skoachet ken brav war ribl ar Stêr Aon, e-harz ur roz uhel ha koadet, uheloc'h eget beg lemm tour he ilizig peuznevez, a raed enni, a-raok ma teuas an hentoù-houarn dre amañ, an darn vrasañ eus kenwerzh an tolead. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 11.)
- Tro a oa er c'hezeg-koad war hent Montroulez uheloc'h eget Ti an Archerien. — (Abeozen, Pirc'hirin Kala-Goañv, Al Liamm, eil emb. 1986, p. 37.)
- Uheloc'h evit :
- Uheloc'h evite e wele ur gador all, kalz kaeroc'h c'hoazh, hag a lugerne evel an heol. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 184.)
- Uheloc'h eo c'hwec'h gwech evit ti-soul an intañvez. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 154.)
- Eno e veze berniou kleuz uhelloh evid an ti-mañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 41.)
- Pa vez uhelloh dindan an treid evid dindan ar penn, e vez 'vel ur gammed-karr ar gwele. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 42.)
- Ul loch bihan en deus an aotrou Dilaser pelloc'h eget iliz Sant-Mark, uheloc'h evit ar porzh. — (Yann Gerven, Brestiz o vreskenn, Al Liamm, 1986, p. 18.)
- Uheloc'h-uhel : muioc'h-mui uhel
- Sachet e voe c'hoazh war ar jamezenn ha komzet uheloc'h-uhel, met nann diwar-benn Matriona. — (Aleksandr Soljenitsyn, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Al Liamm, 1976, p. 74.)
- Uheloc'h-uhelañ : muioc'h-mui uhel
- Uheloc'h-uhelañ e save an tour-tan dirak o daoulagad e-giz ma vije bet bev hag o kreskiñ atav. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 105.)
- Seul uheloc'h :
- Hogen seul-uheloc'h an enor, seul-izeloc'h a dle bezañ ar galon. — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 72.)
Gerioù enepster
Troidigezhioù
- galleg : plus haut(e)(s) (fr) (que)