war-dro
Brezhoneg
Araogenn
Gour | Furm |
U1 | war ma zro |
U2 | war da dro |
U3g | war e dro |
U3b | war he zro |
L1 | war hon tro |
L2 | war ho tro |
L3 | war o zro |
D | war an tro |
war-dro /war.ˈdroː/
- Araogenn lec'hiañ:
- war-dro an ti : tost d'an ti
- Araogenn amzeriañ
- ...war-dro hanternoz.. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 209.)
- Gedon ha konifled a zo du-hont en koad Keraudren dont a reont da c’hoari war an traezh, war-dro gouloù-deiz ... — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 56.)
- Eun dervez, var dro fin miz guengolo , ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 47.)
- Er memes dervez, var dro eizh eur diouzh an noz, ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 161.)
- Bezañ war-dro un den : e-kichen un den, d'ober war e dro
- Lavared a ra e oa bet ar medesin war he zro. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 239.)
- Aze e vez ezomm krennardezed war-dro bugale. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 239.)
- Teir pe beder gwech eo bet ar jandarmed war e dro. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 239.)
- mont war-dro un den, dont war-dro un den:
- Nak hen, ken nebeut, ne d-ea var dro den ; ne veze zoken na var dro belek, na var dro iliz ebed. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 299.)
- ober war-dro un den
Deveradoù
Troioù-lavar
- bezañ war-dro tra pe zen
- dont war-dro tra pe zen
- mont war-dro tra pe zen
- ober war-dro tra pe zen
Adverb
war-dro /war.ˈdroː/
- nepell, tost.
- bezañ, dont, mont war-dro: tostaat.
- Kaer voe seniñ ar c'hloc'h ha gervel an dud, den na deuas war-dro. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 170.)
- « [...] ; Evidon-me ne din ket war-dro. [...]. » — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 172.)
- Ne oa ken ti war-dro nemet hennezh. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 148.)
- N'emañ ket an ozah war-dro ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 239.)
- Me a ouïe a-walh e oa Mari war-dro. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 239.)
- dre vras, pa gonter traoù
Anv-gwan
- Ar broioù war-dro, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 83.),
Gerioù heñvelster
- Araogennoù brezhonek, stag