Brezhoneg

  Etimologiezh

Eus diskoueze gant ur c'hemmadur dre vlotaat (d → z).

  Furm verb

Kemmadur Furm
hep diskoueze
dre vlotaat ziskoueze
dre c'hwezhañ digemm
dre galetaat tiskoueze
amreizh tiskoueze

ziskoueze /zi.ˈskweː(z).e/

  1. Furm ar verb diskouez e trede gour unan an amdremened, en doare-disklêriañ.
a) Soudarded ar Republik o doa droug ouc'h kement tra a ziskoueze d'ezho ez euz eun Doue ha ne ankounac'haio nag al laeronsiou nag ar goalloberou. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 78.)
b) Dre gement-ma ar verc'h yaouank a ziskoueze he devoa kalon vad kement ha ma oa kaer he gened (!). — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 14.)
ch) [...], pep tra nemet an amzer a ziskoueze e oa war e dalaroù. — (Ronan Huon, Ar Gwennili-mor, Al Liamm niv. 77, Du-Kerzu 1959, p. 409.)
c'h) Ar mab, neuze, a ziskoueze bezañ ken eürus ha tra. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 35.)
d) [...], gant komzoù a ziskoueze kement a furnez hag a zonezonoù amguzh, [...]. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 29.)
a) Hogen, dres d'an ampoent, e tileze Marzhin e zoareoù touellus hag en em ziskoueze dezho gant e stumm gwirion ; da lavarout eo stumm ur bugel ker koant ha ker plijus ha ma oa vil ha truek ur predig amzer a-raok. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 35.)
b) Ur gelaouenn vrezhonek a vennege (!) kement-se n'eus ket pell hag en em ziskoueze nec'het war ar poent-mañ, ober a rae ur c'halvadenn d'an ijinerien evit sevel ur mekanik d'ober krampouezh. — (Erwan Berthou, En bro Dreger a-dreuz parkoù, Mouladurioù Hor Yezh, 1985, p. 11.)
  • War-lerc'h ar rannig-verb nac'h ne, da skouer :
a) [...], ha peogwir, en desped d'ar c'hrennlavar ne ziskoueze ket va c'hazhig bezañ ur c'hac'her aour daoust d'e grev du-peg hep an disterañ marell, ret e oa din 'ta tunañ e tu bennak ar c'hwec'h kant lur n'hellen ket tremen hepdo. — (Jarl Priel, Va Buhez e Rusia, Al Liamm, 1955, p. 8.)

Stummoù rannyezhel

  NODES
Note 1