Évora (/ˈɛvuɾɐ/] e portugaleg) zo ur gêr hag ur gumun e Portugal, e distrig Évora, en Alentejo. E 2021 e oa 53 591 a dud o chom enni. Pennlec'h distrig Évora eo.

Évora
municipality of Portugal, city of Portugal
Deiziad krouiñ1166 Kemmañ
Anv ofisielÉvora Kemmañ
Anv er yezh a orinÉvora Kemmañ
StadPortugal Kemmañ
Kêr-benn eusDistrig Évora, Alentejo Central Kemmañ
E tiriadDistrig Évora, Alentejo Central Kemmañ
Gwerzhid-eurWestern European Time Kemmañ
Daveennoù douaroniel38°34′21″N 7°54′26″W Kemmañ
Ezel eusOrganization of World Heritage Cities Kemmañ
Devezh-gouelpatronal festival Kemmañ
Prizioù resevetOfficer of the Military Order of the Tower and Sword Kemmañ
Kod-post7000 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.cm-evora.pt Kemmañ
Kod pellgomz an takad266 Kemmañ
Map

Abalamour d'he savadurioù kozh e stad vat (mogerioù-difenn eus ar Grennamzer, iliz-veur, palez ar roue Manuel Iañ, palez duged Cadaval, templ roman...) ez eo bet lakaet Évora war roll lec'hiennoù ar glad bedel gant an UNESCO. Gant se e teu touristed a-leizh da weladenniñ kêr.

Monumantoù roman

kemmañ

Dont a ra anv portugalek Évora eus an anv latin Eburobrittium, liammet ouzh un doue kelt Eburianus, a greder. Savet e vije anv an doue diwar *eburos, anv an ivinenn.

En amzerioù rakroman e oa kêr Évora ur c'hreñvlec'h (oppidum). En amzer ar republik roman e oa anvet Ebora Cerealis. Pa c'hoarvezas brezel diabarzh Caesar etre Julius Caesar ha Pompeius e chomas feal da Gaesar, ma voe roet dezhi goude al lesanv a Liberalitas Iulia.

Ur monumant roman all a oa, ar volz-enor bet distrujet e 1570 evit sevel an iliz Santo Antão.

  NODES
Note 1
os 2