29 Genver
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1616 : ar voraerien izelvroat Jacob Le Maire ha Willem Cornelisz Schouten a dremen hebiou Kab Horn da vont d’ar Meurvor Habask.
- 1819 : ar c’habiten saoz Thomas Stamford Raffles a daol an eorioù e bae Singapour ha sevel a ra un drevadenn eno hec'h anv Kompagnunezh saoz Indez ar reter.
- 1848 : Chile a zegemer ar sistem metrek.
- 1933 : anvet eo Adolf Hitler da gañseller Alamagn, gant ar prezidant Paul von Hindenburg.
- 1943 : bombezet eo Montroulez gant an aerlu saoz war greiz an deiz ; lazhet eo 80 den, bugale an hanter anezhe.
- 1996 : ar prezidant gall Jacques Chirac a embann e vo paouezet gant an "taolioù-arnod nukleel" e Polinezia.
- 2004 : pellgontrollet eo tour-tan Kereon eus tour-tan Ar C'hreac'h ; mont a ra kuit an daou ward diwezhañ, Brian O'Rorke ha Yann-Fulup Rocher, eus Kereon da vat.
Sportoù
kemmañ- 2017 : mont a ra skipailh mell-dorn (paotred) Bro-C'hall da gampion ar bed evit ar c'hwec'hvet gwech, e Pariz.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1737 : Thomas Paine, dispac'hour ha skrivagner stadunanat.
- 1843 : William McKinley, prezidant Stadoù Unanet Amerika.
- 1852 : Louis Harel de la Noë, ijinour breizhat, saver hentoù-houarn e Breizh.
- 1860 : Anton Tchec'hov, (Антон Павлович Чехов) skrivagner rusian.
- 1866 : Romain Rolland, skrivagner gall Priz Nobel al Lennegezh e 1915.
- 1878 : Carl Eduard Hellmayr, evnoniour ha mirour mirdi aostrian.
- 1913 : Victor Mature (Victor Joseph Maturi e anv gwir), aktour stadunanat.
- 1926 : Abdus Salam, fizikour eus Pakistan, tapet gantañ Priz Nobel ar Fizik.
- 1966 : Romário, melldroader etrebroadel brazilian.
Marvioù
kemmañ- 1763 : Louis Racine, mab da Jean Racine ha barzh gall.
- 1820 : George III, roue Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon (1801-1820).
- 1829 : Paul Barras, politikour gall.
- 1859 : William Cranch Bond, steredoniour stadunanat.
- 1884 : Louis-Théophile Rozenzweig, diellour eus ar Mor-Bihan.
- 1930 : Carlo Salvioli, mestrc'hoarier ha skrivagner echedoù ha teoriennour an dibennoù-partiennoù italian.
- 1934 : Fritz Haber, kimiour alaman, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1918.
Lidoù
kemmañ- Sent an deiz :
- sant Gweltaz, lesanvet ar Fur (VIvet kantved).
- sant Gwizian, tiern eus Kernev-Veur (VIvet kantved)
- sant Frañsez a Sal (XVIIvet kantved)