2nd Infantry Division (SUA)

Ar 2nd Infantry Division ("Indianhead"; "2ID," "2nd ID", pe "Second D") zo un unvez vilourel eus an United States Army. Pal diazez an unvez hiziv-an-deiz a zo difenn Korea ar Su diouzh oberiadurioù brezel kentañ un aloubadeg eus ar vro gant Norzhkorea betek ma errufe unvezioù stadunanat all war an dachenn. En holl ez eus tost 17 000 soudard er 2nd Infantry Division, gant 10 000 anezho diazezet e Su Korea. Diwar hollad an nerzhioù stadunanat er vro ez eus 35% anezho a zo soudarded an 2nd Infantry Division.

Skoed ardamez skoaz ar 2nd Infantry Division
Skoed ardamez

Ar 2nd Infantry Division a zo un unvez dispar e-touez an holl divizionoù eus lu ar Stadoù Unanet, dre ma vez savet ul lod eus an unvez gant soudarded eus Su Korea. Graet e vez KATUSA (Korean Augmentation to the U.S. Army) anezho. Kroget e oa ar program-se er bloavezhioù 1950 ur wech asantet gant ar c'hentañ prezidant sukorean, Syngman Rhee.

E fin Brezel Korea e oa 27 000 KATUSA e renkoù an nerzhioù stadunanat. E miz Mae 2006, e-tro 1100 soudard KATUSA a oa e servij er 2ID. Kavet e veze ivez e-tro 3000 Izelvroad en divizion etre 1950 ha 1954.

Graet ar 2nd Infantry Division-ROK/U.S. Combined Division (RUCD) anezhi, an divizion a zo brasaet ingal ha ingal gant bagadoù soudarded o treiñ hag o tont eus divizionoù stadunanat all.

  NODES
Note 1