7,92 × 57 mm Mauser

Arabat eo droukveskañ gant 7 × 57 mm Mauser.

Ar munision 7,92 × 57 mm, anvet ivez 8 mm Mauser, 8 × 57i (i evel Infanterie) pe 8 × 57 is hervez stumm he boled, zo ur gartouchenn alaman evit an armoù-skoaz ijinet gant an embregerezh Mauser etre 1886 ha 1888 ha dibabet e 1889 evel munision ar fuzuilh nevez Gewehr 88 dindan an anv M/88 pe Patrone 88. Implijet e voe ar munision-mañ e kalz armoù alaman brudet eus hanterenn gentañ an XXvet kantved evel ar mindrailherezioù MG 08/15 hag MG 42, ar fuzuilh-vindrailher FG 42 pe ar garabinenn Karabiner 98k.

7,92 × 57 mm Mauser
(8×57 Mauser)
Skeudenn ar pennad 7,92 × 57 mm Mauser

Munision orin M/88 (a-gleiz) ha munision 7,92 × 57 mm is, anvet ivez «S Patrone», a-zehou.
Doare
Doare douilhez kreuzenn (stummoù deveret gant bourledoù)
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Muzulioù
Ø bannadell 8,22 mm
Ø trogleuziñ 7,89 mm
Ø kolier 9,08 mm
Ø skoaz 10,95 mm
Ø korf an douilhez 11,94 mm
Ø strad 11,95 mm
Tevder ar strad 1,30 mm
Hirder an douilhez 57 mm
Hirder ar gartouchenn 82 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 9 - 12,7 g
Tizh o vont e-maez V0 800 - 920 m/s
Energiezh ar vannadell 3.809 - 4.096 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar 7,92 × 57 mm a oa ar gartouchenn alaman kentañ oc'h ober gant poultr hep moged, met e stumm kentañ (1888) a oa ront beg e voled c'hoazh (round nose).

Anvet e vez peurliesañ 8 × 57 mm, 8 × 57i pe 8 mm Mauser dre aezamant.

Goude ma vije bet choazet ar munision evit ar fuzuilh Gewehr 88 e komprenas pennoù-bras an arme alaman e oa ret tennañ gounid eus an tizhoù uhel a c'halle bezañ tizhet gant ar poultr hep moged en ur lakaat beg bannadell ar gartouchenn da vezañ begek. Urzh a roas ar stad alaman da sevel ur gartouchenn nevez diwar ar 7,92 × 57 mm. E 1905 e voe savet ar munision nevez hag ouzhpennet un s d'e anv (8×57is) evit resisaat e oa begek ar vannadell (Spitzgeschoss). A-wechoù e vez treuzskrivet 8×57js dre fazi, o vezañ e oa tost a-walc'h an i hag ar j er skritur alaman. Diwar neuze eo bet implijet an termen Spitzer evit ober anv eus an holl voledoù begek.

 
Kartouchennoù sportoù tennañ 8 × 57 JRS (gant ur bourled, a-gleiz) hag 8 × 57 JS (a-zehoù).

Skañvoc'h e oa ar vannadell nevez (9,9 gram e-lec'h 14,6 gram), ha disheñvelderioù all a voe degaset : kemmet e voe un tammig stumm an douilhez ha kresket ar c'hementad poultr enni. N'hall ket bezañ implijet an daou vunision (8×57i ha 8×57is) er memes arm neuze.

Stummoù gant bourledoù a voe deveret eus an 8×57i ha deus an 8×57is. Al lizherenn r (evit rimmed) a voe ouzhpennet d'o anv neuze (8×57ir hag 8×57irs).

Implij

kemmañ

Goude bezañ bet implijet e kalz armoù-brezel alaman e hanterenn gentañ an XXvet kantved e vez implijet ar 8×57 bremañ e bed ar chase evit ar jiboez bras, pe e bed ar sportoù tennañ, dreist-holl en TAR (Tennañ gant Armoù Reoliek) pe evit tennañ pell.

Daveennoù

kemmañ
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan  
  NODES
Done 1