Al-Idrisi
Al-Idrīsī, a oa e anv leun Abu Abdallah Muhammad Ibn Muhammad Ibn Abdallah Ibn Idris al-Qurtubi al-Hasani, a oa un douaroniour hag ul louzawour genidik eus Spagn. Ganet eo bet e Ceuta, war-dro 1100, ha marvet eo war-dro 1165. Brudet eo abalamour d’e skridoù, dreist-holl e levr douaroniezh anvet Kitâb Nuzhat al Mushtâq pe Kitâb Rudjâr pe Levr Rojer. Savet e voe al levr-se war c’houlenn Rojer II, roue norman Sikilia, evit reiñ displegadennoù diwar-benn ur gartenn vras, savet gant Al-Idrīsī.
E vuhez
kemmañNe ouzer ket kalz traoù diwar-benn buhez Al-Idrīsī. Moarvat e oa bet ganet e Ceuta, el lodenn eus hanternoz Afrika a oa neuze en impalaeriezh an Almoravided, war-dro 1099 pe 1100, en ur familh eus an noblañs. Graet en dije e studioù e Córdoba. Beajet en dije e Maroko, en Andalouzia, e Portugal, ha marteze ivez en Azia-Vihanañ : degaset en deus, eus e veajoù, danevelloù ma vez taolennet douaroniezh ha plant ar broioù gweladennet gantañ. Ne ouzer ket mat penaos e oa deuet da Sikilia, met erruet e oa e Palermo e 1139. Galvet e vije bet gant ar roue norman Rojer II da zont d’e lez. Sevel a reas ur gartenn vras eus ar bed, en arc’hant, a voe enskrivet warni kement tra a oa anavezet diwar-benn ar bed en amzer-se ; ha sevel a reas ul levr da reiñ displegadennoù war e labour. Triwec’h vloaz e voe ouzh ar stern. Ne glever ket komz diwar e benn ken, ur wech echu al labour-se, e 1158. Kavout a ra d’an istorourien e varvas etre 1164 ha 1180.
E labour douaroniour
kemmañPa erruas e Palermo e 1139, e stagas da sevel kartenn ar bed ha displegadennoù diwar he fenn e stumm ul levr. Ar gartenn a reer Tabula Rogeriana anezhi e latin, hag al levr 'Geografia'. D’an hollad e roer an anv Nuzhat al-mushtāq fī ikhtirāq al-āfāq, hag anavezetoc’h eo evel Kitab Rudjar, Levr Rojer. Sellout a reer ouzh labour Al-Idrisi evel unan eus ar gwellañ labourioù kartennouriezh er Grennamzer. Embannet e voe evit ar wech kentañ e 1157. Un diverrañ eus al labour-se a voe embannet, en arabeg, e 1592, ha troet e voe e latin evel Geographia Nubiensis, hag embannet e Pariz e 1619.
Diwezhatoc’h, e 1161, e voe adembannet e labour gant Al-Idrisi, klokoc’h c’hoazh, dindan an titl Rawd-Unnas wa-Nuzhat al-Nafs (Plijadur an dud ha levenez an eneoù), hag anavezet eo ivez dindan an anv Kitab al-Mamalik wa al-Masalik (Levr ar rouantelezhioù hag an hentoù).
E Levr Rojer ez eo taolennet Sikilia, Italia, Spagn, Hanternoz Europa, ul lodenn vat eus Afrika, ha Bizantion : taolenniñ a reer deomp ar broioù hag an dud. Un anaoudegezh spis, evit e amzer, a ziskouez Al-Idrisi kaout eus Soudan hag an Nil. E labour, evel ma c’hoarveze alies gwechall, n’eo ket diazezet war ar pezh en deus gwelet hepken, met ivez war traoù bet adkontet dezhañ gant beajourien all. Dre-se ne c’heller ket fiziout penn-da-benn en e desteni. Daoust da se eo chomet talvoudus e gartennoù e-pad pell. Hag implijet int bet da vare ar « C'havadennoù bras », gant beajourien evel Kristol Goulm.
Al louzawour
kemmañGouiziek e oa war dachenn ar plant hag al louzoù ivez, evel ma weler gant e levr anvet Kitab al-Jami-li-Sifat Ashtat al-Nabatat (Levr zo ennañ deskrivadurioù berr eus ar plant). Studiet en doa kement skrid a oa en amzer-se diwar-benn al louzeier ha kaset en doa e ouiziegezh pelloc’h eget hini ar C’hresianed kozh. En e levr e kaver anvioù louzeier e c’hwec’h yezh disheñvel : sirieg, gregach, perseg, hindieg, latin ha berbereg.
Ouzhpenn skrivañ diwar-benn al louzawouriezh hag an douaroniezh e skrivas Al-Idrīsī ivez diwar-benn al loened hag al loenoniezh. E oberenn skrivet en arabeg a voe troet e latin. Talvoudus eo chomet e labourioù d’an douaroniourien e-pad meur a gantved, en Europa koulz hag er bed arab.