Alberto Horacio Suppici Sedes (lesanvet El Profesor), bet ganet d'an 20 a viz Du 1898 e Colonia del Sacramento (Uruguay) hag aet da Anaon d'an 21 a viz Mezheven 1981 e Montevideo (Uruguay), a oa ur melldroader uruguayat. Kenderv e oa da Héctor Suppici Sedes, reder a-vicher war garr-tan.

Alberto Suppici.

Bezañ e voe e-touez diazezerien Plaza Colonia pa voe savet ar c'hleub en e gêr c'henidik d'an 22 a viz Ebrel 1917. E Colonia del Sacramento e toug ur sportva e anv : Campus Municipal Profesor Alberto Suppici.

Da-heul e amzer c'hoarier e Nacional Montevideo ez eas da c'hourdoner. Chom a raio brudet da viken evel dibaber skipailh broadel Uruguay, aet ar maout gante da-geñver kentañ Kib vell-droad ar bed bet dalc'het e 1930.

E vicher evel c'hoarier

kemmañ

Chom a reas da c'hoari er memes kleub — Nacional — a-hed e vicher (1915-1923), bet kemeret perzh e kant tri c'hrogad ha daou-ugent ha merket c'hwec'h pal. Dre seizh gwech (1915-1917, 1919-1920 ha 1922-1923) e voe kampion Primera División de Uruguay ha tapout Copa Aldao a reas ouzh Racing Club de Avellaneda (Arc'hantina) e 1916.

E vicher evel dibaber/gourdoner

kemmañ

Evit erlec'hiañ Primo Giannotti e voe anvet Suppici da zibaber La Celeste[1] e 1928, ur garg hag a voe miret gantañ betek 1932.

Ren a reas skipailh broadel Uruguay da-geñver Copa América bet dalc'het e 1929 e Buenos Aires ha renket e voent da drivet. Peadra da brientiñ Kib vell-droad ar bed a voe aozet e Montevideo eus an 13 d'an 30 a viz Gouere 1930 : ne c'hwitas ket war e daol ha mont a reas kentañ Kib Jules Rimet gante goude bezañ c'hoariet pevar c'hrogad hep koll hini ebet (merket pemzek pal ha tapet tri).

Adalek 1932 e voe renet La Celeste gant Raúl Blanco a-raok dezhañ lezel e blas da Suppici e 1933. Chom a reas betek 1941, amzer dezhañ da gemer perzh e Copa América adarre :

E-pad un nebeud mizvezhioù e 1935 ez eas da c'hourdoner Central Español Montevideo. Echuiñ a reas e vicher evel gourdoner Peñarol Montevideo e 1945, amzer a-walc'h da zastum e ditl diwezhañ, kampion Primera División de Uruguay.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.
  NODES
Note 2
os 2