Un alegorienn (diwar ar gerioù gregach ἄλλον / állon, « tra all », hag ἀγορεύειν / agoreúein, « komz dirak an holl ») zo un doare skeudenniñ ameeun hag a implij un dra (den pe ober) evel arouez un dra all, meizad difetis peurvuiañ, pe kentel a vuhezegezh diaes da aroueziañ war-eeun.

Alegorienn ar Sonerezh gant Filippino Lippi (etre 1475 ha 1500).
Historia, alegorienn an Istor
Taolenn gant Nikolaos Gysis (1892).
Alegorienn an dour.

E Geriadur Vallée e kinnig an oberour ar gerioù parabolenn ha dammeg, diwar ar ger kembraek dameg, a dalvez kement ha parabolenn[1]. Alegori hag alegorienn a gaver e Geriadur Favereau. Geriadur Ménard a ginnig ur ger adammeg, kenorin gant ar ger dammeg meneget dija. Allegorienn a gaver en implij gant Diwan[2].

Lennegezh

kemmañ

El lennegezh ec'h implijer an alegorienn evel un hir a vetaforenn, evel en Alegorienn ar vougev, gant Platon.

Pennad kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Dameg, displeget evel "stori i ddysgu gwers neu wirionedd, chwedl" e-barzh Y Geiriadur Mawr ; meneget eo ar gerioù aralladur, ha gourmojenn ivez e Geriadur Vallée.
  2. Brezhoneg21 - Lennegezh
  NODES
Done 1
see 1