Alfred Veur
Alfred Veur (Ælfrēd en hensaozneg, Alfred e saozneg bremañ), ganet war-dro 849 ha marvet d'ar 26 a viz Here 899, a voe roue Wessex etre 871 ha 899, ha roue an holl Angled-ha-Saozon adalek 878, ha pa ne vefe ket deuet a-benn da ren war Bro-Saoz a-bezh. Pevare mab ar roue Æthelwulf e oa, ha pignat a reas war tron Wessex goude e vreur Æthelred e 871.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Wessex |
Anv e yezh-vamm an den | Ælfrēd Micela |
Anv-bihan | Alfred |
Deiziad ganedigezh | 849 |
Lec'h ganedigezh | Wantage |
Deiziad ar marv | 26 Her 899 |
Lec'h ar marv | Winchester |
Lec'h douaridigezh | Winchester |
Tad | Æthelwulf |
Mamm | Osburh |
Breur pe c'hoar | Æthelswith, Æthelbald, Æthelberht, Æðelred I Wessex, Æthelstan of Kent |
Pried | Ealhswith |
Bugel | Æthelflæd Mercia, Edward the Elder, Ælfthryth, Countess of Flanders, Æthelweard, Æthelgifu |
Familh | Tiegezh Wessex |
Yezhoù komzet pe skrivet | hensaozneg |
Yezh implijet dre skrid | hensaozneg |
Micher | politiker, skrivagner, monark |
Karg | roue Bro-Saoz, King of Wessex |
Relijion | kristeniezh |
Stad ar c'hanonizasion | sant |
Gouel | 26 a viz Here |
Kleñved | Crohn's disease |
Brezel | Q5723149, emgann Merton, Battle of Basing, Battle of Edington, Battle of Buttington |
Deskrivet dre | Head of King Alfred (after Rysbrack) |
Brudet eo ar roue Alfred dre ma tifennas e rouantelezh diouzh an Daned annezet en Danelaw ha diwar-se e voe lesanvet Alfred "Veur". Trec'h e voe war ar Vikinged e 878 en Emgann Ethandun ha sinañ a reas un emglev ganto evit rannañ Bro-Saoz etre an div gostezenn. Gouzout a reer un nebeud traoù diwar-benn e vuhez dre skridoù ur manac'h kembreat anvet Asser. Gant Alfred e voe gwellaet an deskadurezh hag ar justis en e rouantelezh.
Ur sant eo evit an Iliz katolik roman ha lidet e vez e ouel d'an 12 a viz Kerzu[1].
Notennoù
kemmañ
| |||
|