An Ankh (☥, U+2625, pe 𓋹, U+132F9), anvet ivez alc'hwez buhez, pe crux ansata, a oa arouezlun henegiptek ar ger ˁ-n- a dalveze "buhez peurbad". Taolennet e vez alies doueed Henegipt, an ankh dalc'het gante en o dorn diwar-bouez e zourgenn, pe gant un ankh e pep dorn, ha kroaziet o divrec'h gante war o bruched.

Ankh
doueez naer Knossos

Anvet eo ar groaz-se crux ansata e latin ( da lâret eo « kroaz gant un dourgenn  »). Implijet e voe ivez en Iliz reizhkredour kopt. An arouezenn-mañ zo unan eus an arouezennoù brudetañ eus Henegipt hag e vez implijet alies hiziv an deiz evel un arouez eus sevenadur ar mare-se.

Gwelet e vez alies an ankh e livadennoù bezioù Henegipt hag e stummoù all an arzoù. Alies e vez e beg bizied un doue pe un doueez er skeudennoù a daolenn doueed ar vuhez goude ar marv o reiñ donezon ar vuhez da valzamegenn an den marv. War a greder e vefe arouez an ar c'hoñseviñ(Daveoù a vank). Ouzhpenn e veze douget alies an ankh gant Henegiptiz evel tilsam, pe e-unan, pe gant arouezlunioù all a dalvez "nerzh" ha "yec'hed" (sellet displegadenn Djed, ha Was, a-us). Savet e veze ar melezourioù metal ivez alies e stumm un ankh, pe evit o c'hinklañ pe da aroueziañ ar gwel er bed all.(Daveoù a vank)

Hogos morse ne veze savet an ankh en arc'hant. Evel un arouez eus an heol e veze graet ar skouerennoù a-bouez (evit ar bezioù da skouer) hogos bepred gant aour, ar metal a oa arouez an Heol. Ur metal damheñvel evel ar c'houevr, lufret-kenañ, a veze implijet ivez a-wezhioù.

Un arouez damheñvel ouzh an ankh a oa anezhañ er sevenadur minoan ha mikenaian. Ur meskaj etre ar skoulm sakr (arouez santelezh) hag ar vouc'hal he daou benn (arouez an uhelvammelezh)[1] met gallout a reer e geñveriañ gwelloc'h gant an tyet egiptat zo damheñvel. Gallout a reer anavezout an arouez war div zelwennig eus an doueez naer ktonian dizoloet e palez Knossos. An div zoueez naer o deus pep a skoulm gant ur gordennig e stumm ul lagadenn etre o divronn[2]. E skritur al Linenneg B (henc'hresianeg mikeneian), ankh a oa arouez fonetek za[3].


Gwelet a reer ivez an ankh war pezhioù moneiz eus Kiprenez hag Azia-Vihanañ en Henamzer (Rre keoded Mallus e Kilikia peurgetket)[4]. A-wezhioù, dreist-holl gant kentañ pezhioù moneiz ar roue Euelthon eus Salamis, e oa skrivet al lizherenn ku, eus silabenneg Kiprenez, e kelc'h an ankh, evit Ku(prion) (Kipreneziz). Hiziv an deiz e vez implijet ivez an ankh da aroueziñ ar blanedenn Gwener (an doueez Gwener pe Afrodite, a oa azeulet en enezenn-se) hag ar c'houevr.

 
Kraoz kopt Crux ansata er C'hodex Glazier

Evel ma lâr David P. Silverman a oa miret an Ankh henegiptat gant ar Gopted en o zoare da aroueziañ ar groaz kristen, ar groaz kopt[5].


Levrlennadur

kemmañ
  • Collier, Mark and Manley, Bill. How to Read Egyptian Hieroglyphs: Revised Edition. Berkeley: University of California Press, 1998.
  • Salaman, Clement and Van Oyen, Dorine and Wharton, William D. and Mahé, Jean-Pierre (translation) (2000). The Way of Hermes: New Translations of The Corpus Hermeticum and The Definitions of Hermes Trismegistus to Asclepius. Rochester : Inner Traditions. 
  • Three Initiates (1912). The Kybalion. Chicago : The Yogi Publication Society Masonic Temple. 

Notennoù

kemmañ
  1. F. Schachermeyer, Die Minoische Kultur des alten Kreta, 1964, pp. 161, 163, 164
  2. Cristopher L.C.E Witcombe. "Minoan snake goddess. 9:Snake charmers
  3. M. Ventris, J. Chadwick
  4. The Cambridge Ancient History, Cambridge University Press; AsiaMinorCoins.com
  5. "Egyptian Religion", David P. Silverman, p. 135, Oxford University Press US, 2003, ISBN 019521952X


Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Note 3