Anv
Pa gomzer eus anvioù e komzer a-wechoù eus anvioù boutin pe divoutin :
- anvioù boutin eo an anvioù-kadarn ordinal
- a c'hall bezañ lakaet en unander pe el liester, evel dimezell/dimezelled, logodenn/logod, kador/kadorioù, dorn/daouarn.
- ha ne vezont ket skrivet gant ur bennlizherenn e brezhoneg (evel e meur a yezh all).
- anvioù divoutin eo an anvioù
- tud ha lec'hioù, evel : Korsika, Napoleone.
- loened evel Babar, Jolly Jumper.
- boutin kemeret evel anvioù tud, pe lec'hioù :
- un ti gwenn, met an Ti Gwenn, ur chapel nevez, met ar Chapel-Nevez, un dimezell met an Dimezell, stadoù unanet, met ar Stadoù-Unanet, ur mor du, met ar Mor Du
- boutin implijet evel pa vijent tud, pe doueed, pe traoù sakr, divoaz (divoutin eta) :
- an Iliz, an Aoter, ar Stad, an Arme, ar Galloud, al Levr (ar Bibl).