Ar Bobl a oa ur gazetenn sizhuniek e brezhoneg hag e galleg a veze embannet e Karaez etre 1904 ha 1914.

Krouet e oa bet gant Frañsez Jaffrennou (Taldir) hag Alexandre Le Goaziou o doa savet un ti-moullañ, Moullerezh ar Bobl, e Karaez, e miz Eost 1904. Eus ur familh moullerien e oa Alexandre Le Goaziou ha Taldir-Jaffrennou, eñ, a oa troet gant ar gwir hag al lennegezh. D’ar 24 a viz Gwengolo 1904 e teuas an niverenn gentañ er-maez.

Peder fajenn a oa er gazetenn ha skrivet e veze ar pennadoù, hanter-hanter, e brezhoneg hag e galleg. Danvez a bep seurt a oa e-barzh : politikerezh, keleier, kanaouennoù, bruderezh… Dindan vloaz e oa 600 den koumanantet d’ar gazetenn, e 100 kumun disheñvel tro-dro da Garaez. Moullet e veze 4000 skouerenn eus Ar Bobl ingal ha da vare ar votadegoù e veze moullet betek 6000 skouerenn.

Dont a reas tud da reiñ sikour da Jaffrennou, tud evel Leon ar Berr (Abalor) pe Louis-Napoléon Le Roux (unan eus saverien Strollad Broadelour Breiz diwezhatoc'h), met Alexandre Le Goaziou, eñ, a adwerzhas e lodennoù da Jaffrennou ha mont a reas en-dro da Vontroulez da labourat e ti-moullañ e familh. Ouzhpenn an dud pennañ a rae war-dro ar gazetenn, e oa tud all, evel Loeiz ar Floc'h, Camille Le Mercier d'Erm, Maurice Duhamel... o kas pennadoù d'Ar Bobl ivez.

Buan a-walc’h e sachas skipailh Ar Bobl trubuilhoù war e gein : taget e voe gant kazetennoù eus Pariz evel L'Aurore ha La Lanterne ha gant politikourien eus ar vro, a gave abeg e mennozhioù breizhek Jaffrennou. Meur a wech e voe graet prosez d’Ar Bobl dirak al lezioù-barn. Kondaonet e voe da baeañ telloù-kastiz, abalamour da skridoù a oa bet kavet e wallvrudent politikour pe bolitikour.

E 1908 en em gavas ar gazetenn en ur wall enkadenn ha rankout a reas ar rener, Jaffrennou, goulenn skoazell arc’hant digant un toullad tud. Goulenn a reas ar re-se ma vefe resisaet linenn bolitikel Ar Bobl. Ur skrid, dek poent ennañ, a voe savet da embann mennozhioù a-du gant an digreizennañ (adsevel ar proviñsoù ha lemel an departamantoù) ha mennozhioù all eus an tu-dehou (gwareziñ ar madoù familh, aozañ ar micherioù dre gorfuniadoù). Neuze e voe gwelet Ar Bobl, muioc'h c'hoazh, evel ur gazetenn na oa ket "a-du gant ar Republik".

Gant Ar Bobl e veze aozet konkourioù e-touez ar skolidi da lakaat anezho da skrivañ brezhoneg : e 1911 e oa bet 154 skoliad o kemer perzh en ur genstrivadeg da dreiñ un destenn c'hallek e brezhoneg.

D'an 2 a viz Eost 1914 e teuas er-maez an niverenn diwezhañ eus Ar Bobl, e deroù ar Brezel-bed Kentañ.

Levrlennadur

kemmañ
  • Lukian Raoul, Un siècle de journalisme breton, Le Signor, 1981.
  • Jean-Yves Michel, Religion et politique en Bretagne de 1850 à 1960 - le cas du Poher, Keltia Graphic, Gourin, 2000.

Liamm diavaez

kemmañ
  NODES