Ar Prosez (titl alamanek orin : Der Process, a c'haller skrivañ ivez Prozeß, Prozess pe Proceß) a zo ur romant bet skrivet gant ar skrivagner tchek Franz Kafka. Lakaet eo bet e brezhoneg gant Gérard Cornillet e 2015[1].

Golo an embannadur orin.

El levr e kont ar skrivagner deomp ar pezh a c'hoarvez gant Josef K. Ur mintin bennak e tihun, ha, daoust ma n'eus abeg ebet, ez eo harzet gant ar polis hag en em gav dirak ar justis. Ne zeuas ket a-benn Franz Kafka da echuiñ ar romant a-raok e varv, ha ne oa ket sañset bezañ embannet. Gant e vignon Max Brod e voe adkavet ar skrid orin, hag embannet e voe evit ar wech kentañ e 1925 (ti-embann : Die Scheide, Berlin). Steuñv al levr ha titloù ar pennadoù a zo bet dibabet gant Franz Kafka, met Max Brod en deus tennet pennadoù chomet diglok.

Tost d'ar gwirvoud eo Ar Prosez, ha pa lenner anezhañ emeur e-kreiz ur gwir brosez, hag aes eo em en santout tost da Josef K. Gwaskus eo aergelc'h al levr : ne weler ket an amzer o tremen, en un doare arouezel eo taolennet ar prosez, daoust ma'z eo kinniget evel ur bazenn ret e buhez Josef K. Ne fell ket dezhañ bezañ tamallet rak digablus eo, setu ma klask ober pep tra evit prouiñ ez eo digablus, met er fin e vo lazhet. Kemend-se en aner, rak, evel ma lavar al livour er romant, ne c'hell ket ar varnerien asantiñ e vefe didamall un den tamallet, ha setu perak e rank an den-se bezañ lazhet.

Daveoù

kemmañ
  1. Ar Prosez, An Alarc'h, 2015.
  NODES
Note 1