Aung San Suu Kyi (birmaneg: ; distaget: [àuɴ sʰáɴ sṵ tɕì), bet ganet d'an 19 a viz Mezheven 1945 e Yangon, a zo ur bolitikourez eus Myanmar. Brudet eo evit he stourm difeuls a-enep ar gouarnamant diktatour renet gant an arme en he bro. Bet he deus Priz Nobel ar Peoc'h e 1991.

Aung San Suu Kyi e 2011.

Seizh bloavezh-pad eo bet dalc'het en he zi hep gallout dont er-maez, ha kement-se war urzh ar gouarnamant, goude ma vije bet gounezet ar votadegoù e 1990 gant ar C'hevre broadel evit an demokratelezh ma oa-hi ar sekretourez veur. Torret e oa bet ar votadegoù-se gant ar gouarnamant milourel.

Aotreet eo bet da zont ha da vont d'an 13 a viz Du 2010.

Un taol-stad zo bet kaset da benn gant an arme d'ar 1añ a viz C'hwevrer 2021. Bac'het eo bet hi, ministrez an aferioù estren , hag ar prezidant Win Myint.

  NODES
Done 1